Mont d’an endalc’had

Saloñs

Eus Wikipedia

Ar ger gallek salon a verke gwechall ur sal evit degemer tud en un demeurañs prevez.

Ar ger brezhonek saloñs a c'hall ober dave d'ur sal evit degemer tud, liesseurt he c'hefrifi :

  • ur saloñs lennegel : un emvod tud dedennet gant al lennegezh, an arzoù pe ar skiantoù, etre an XVIIvet hag an XIXvet kantvedoù dreist-holl ;
  • ur sal-vevañ hag ur saloñs liorzh, en un ti a-vremañ ;
  • ur stal-genwerzh ma vez degemeret an dud evit gwerzhañ produioù pe servijoù : saloñs te (ur seurt preti ma vez servijet te ha kouignoù), saloñs tatouiñ...

Ur saloñs a c'hall bezañ ul lec'h brasoc'h eget ur sal voutin :

  • ur seurt diskouezadeg vras gouestlet da galz arzourien, evel livourien pe skrivagnerien (saloñs al levrioù) ;
  • ur saloñs micherel, ur seurt diskouezadeg vras war an tachennoù greantel pe kenwerzhel. Tost eo ouzh ar foar, gant ur ster modernoc'h marteze. Gallout a ra bezañ digor d'ar publik pe d'an dud a vicher : saloñs al labour-douar, saloñs ar bigi, saloñs ar studierien...

Saloñsoù galloudel a zo war internet, evit kaozeal etre gwiaderien (chat).