Mont d’an endalc’had

Saladenn gaol

Eus Wikipedia
kaolslaw
Iskevrennad euscabbage salad Kemmañ
Anv er yezh orinColeslaw Kemmañ
Bro orinIzelvroioù Kemmañ
Danvez implijetBrassica oleracea var. capitata Kemmañ

Ar saladenn gaol[1] pe gaolslaw a zo ur saladenn yen a zeu eus Amerika an Norzh, graet gant kaol kriz rasklet. Ouzhpennet e vez alies karotez rasklet hag ognon, gant gwinêgrenn pe soubilh druz (diwar maionez da skouer).

Meur a zoare all a zo da aozañ ar saladenn-se, gant aozennoù evel kaol ruz, keuz rasklet, tammoù ananaz pe aval.

Gounezet e oa kaol gant Izelvroiz a ziazezas trevadenn Amsterdam-Nevez war ribl ar stêr Hudson. Aozet e veze ganto e stumm ur saladenn gant kaol rasklet anvet koolsla (kool evit « kaol » ha sla evit « saladenn »). Sevel a ra ar ger koolsla da 1785, deuet war wel en un embannadenn er Stadoù-Unanet[2]. War-lerc'h e cheñchas ar ger e coleslaw e saozneg[3]. Koaz a oa alies adalek an XIXvet kantved eus cold slaw, da lavaret eo saladenn yen (cold = yen)[2].

Setu rekipe klasel ar saladenn gaol amerikan eus dibenn an XIXvet kantved (evit 4 da 6 den)[2] :

  1. 4 cup (= 4 × 250 ml er Stadoù-Unanet) kaol rasklet ;
  2. etre ½ ha 1 cup maionez ;
  3. 1 loaiad-boued (= 15 ml) sukr ;
  4. 1 loaiad-kafe (= 5ml) holen ;
  5. ½ loaiad-kafe pebr du.
  1. salade de chou e TERMIUM Plus, 2006-03-16.
  2. 1 2 3 Rick McDaniel, An Irresistible History of Southern Food, p. 160, Academia Publishing, 2011 (en) Lenn enlinenn.
  3. Le coleslaw, la salade qui raconte les origines de New York e cnewyork.net.
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.