Sainte-Marie-du-Mont (Manche)
Neuz
Sainte-Marie-du-Mont zo ur gumun e departamant Manche, e kornôg Normandi (Bro-C'hall). 694 annezad a oa e 2022[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er gumun e pradas harzlammerien stadunanat diouzh noz, etre ar 5 hag ar 6 Even 1944, e deroù an oberiadur Overlord. Sainte-Marie-du-Mont e oa pal kentañ soudarded ar 101vet Rannarme Harzlammet[2], met izili eus an 82vet Rannarme Harzlammet a zouaras eno ivez. Ar gumun zo e-touez ar re gentañ dieubet e Bro-C'hall e 1944. Da 6e30 beure, un nebeud eurvezhioù goude an harzlammerien, soudarded ar [[4re Rannarme Troadegiezh (Stadoù-Unanet)|4Error in Template:Reply to: Username not given. Rannarme Troadegiezh]] stadunanat a zilestras e Sainte-Marie-du-Mont, war draezhenn La Madeleine, anvet Utah Beach evit an oberiadur.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Comparateur de territoires-Commune de Sainte-Marie-du-Mont (50509), INSEE (lennet d'ar 06/04/2026)
- ↑ (fr) Cartes des opérations aéroportées – Normandie 1944, D-Day Overlord (lennet d'ar 06/04/2026)