Saint-Vincent-de-Tyrosse
Neuz

Saint-Vincent-de-Tyrosse (okitaneg : Sent Vincenç de Tiròssa ; euskareg : San Bisentse) zo ur gumun e departamant al Landes (Bro-C'hall). E 2023 e oa 8.014 annezad. Pennlec'h he c'hanton eo ar gêr.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneg a gaver eus ar gêr evit ar wech kentañ e 843. Dibabet e voe al lec'h e 1511 evit staliañ eno unan eus postoù eskemm kezeg kentañ Rouantelezh Bro-C'hall, krouet dindan atiz Loeiz XII. War Hent Sant Jakez emañ ar gêr. En XIXvet e tiorroas kalz Saint-Vincent-de-Tyrosse, a-drugarez d'al linenn hent-houarn etre Pariz ha Baiona (1854) ha d'un uzin botoù e 1862[1].
Ur c'hamp a voe savet er gumun e 1939 evit bac'hañ repuidi spagnolat goude Brezel Spagn[2].
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Léon Barthe, krouer ar Manufacture d'Armes de Bayonne, ganet er gumun .
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Sébastien Darbon, Rugby mode de vie ; ethnographie d'un club Saint-Vincent-de-Tyrosse, Nouvelles Éditions Place, 1997, ISBN 9782858932528, studiadenn etnografek kentañ kaset war ur c'hleub rugbi e Bro-C'hall.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Découvrez la ville war lec'hienn ar gumun (lennet d'ar 27/01/2026)
- ↑ (fr) René Grando, Jacques Queralt, Xavier Febrés, Camps du mépris : des chemins de l’exil à ceux de la Résistance (1939-1945). 500 000 républicains d’Espagne indésirables en France, Llibres del Trabucaire, 1991, eil embannadur, ISBN 2-905828-32-3, p. 62