Saimaa

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Saimaa, gwelet eus ul loarell. Pleg-mor Finland a weler e traoñ ar skeudenn ha Lenn Ladoga a-zehoù.

Saimaa zo ul lenn e Finland. Brasañ lenn ar vro eo, gant ur gorread war-dro 4 400 km², ha pedervet lenn vrasañ Europa. Emañ e kreisteiz ar vro, nepell diouzh an harzoù gant Rusia. War he lez emañ kêrioù Lappeenranta, Imatra, Savonlinna ha Mikkeli. Redek a ra ar stêr Vuoksi eus Lenn Saimaa da Lenn Ladoga, ha liammet eo ouzh Pleg-mor Finland dre ur ganol.

Ur bern inizi bihan zo war al lenn. Ur spesad reuniged, ar reunig kelc'hennek, a gaver el lenn-se. En arvar emañ avat, pa ne chom nemet 270 loen seurt-se el lenn.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.