Mont d’an endalc’had

Saig Jestin

Eus Wikipedia
Arabat kemmeskañ an den-mañ gant Fañch Jestin, kazetenner.

Saig Jestin, ganet d'ar 16 a viz Ebrel 1950 e Bourc'h-Wenn, zo unan eus difennerien an endro hag ar sevenadur breizhek e Penn-ar-Bed hag en Aodoù-an-Arvor. Roet e oa bet dezhañ Kolier an Erminig gant Skol-Uhel ar Vro e 2024, evit e labour war ar sevel kleuzioù[1],[2],[3],[4],[5],[6]. Kelenner war ar matematik e oa[7] e lise al labour-douar Peurid-ar-Roc'h etre 1978 ha 2010[8] ha maer distrollad e Pouldouran en Aodoù-an-Arvor adalek 2003 betek 2013[9],[10].

Difenn an endro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 1989 e oa bet roet lañs gant Saig Jestin d'ar sevel kleuzioù gant skolidi skol labour-douar Penn ar C’hoad e Peurid-ar-Roc'h, e Treger. E 1994 e skrivas ur blaketenn e galleg hag e brezhoneg anvet "Skol ar c’hleuzioù"[11].

Krouet e oa bet gant Saig Jestin e 1997 ar gevredigezh Skol ar C'hleuzioù[12], staliet diwezhatoc'h e maner Kermorus e Kastell-Paol[13],[14],[15],[16]. Ar plant hag a sav war ar c'hleuzioù a zo prizius evit an endro. Sikour a reont da stourm ouzh an diskar-douar ha da wareziñ ar vevliesseurted[17]. Gwelloc'h eget ar girzhier e viront ouzh an dour-glav da redek ha nebeutaat a reont ar saotradur dre silañ an dour-hañvouez[18]. Er skol-se e vez desket sevel kleuzioù ha komz brezhoneg ivez gant ar stajidi. Abaoe 2010 emañ Saig Jestin kenberc’henn war maner Kermorus, savet etre ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, a zo war nevesaat[19].

Saig Jestin ha Skol ar C’hleuzioù a renevez ivez poulloù-eogañ, a zo poulloù ma vez miret an dour glav[20] evit al lin hag ar c'hanab, war "Hent ar stank Retting" e Treger, e Sant-Nikolaz-ar-Pelem e 2016, e Pleuveur-Gaoter e 2021, e Roc'h-ar-Yeodi e 2022[21] hag e Pleuver-Gaoter, Tredarzeg, Pouldouran e 2024[22],[23].

Yezh ha sevenadur Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1979 en deus kroget Saig Jestin, asambles gant tud yaouank all eus MLC Plabenneg, da adkempenn chapel Lok Maze en Dreneg[24]. Adalek 1986 e voe prezidant kentañ ar gevredigezh Buhez ha Plijadur e Lok Maze, a gendalc'has gant an adkempenn hag an abadennoù. Goude bezañ bet adsavet e teuas ar chapel hag he bered da vezañ ul lec’h sevenadurel ma vez degemeret ennañ arvestoù c’hoariva etre 1980 ha 1985, pezhioù-c’hoari gant Strollad ar Vro Bagan), sonerezh, dreist-holl festoù-noz, ha diskouezadegoù livadurioù ha kizelladurioù. Adalek 1981 e oa ar brezhoneg, ar sevenadur, an arzoù, an ekologiezh, al labour-douar perzhioù pennañ ar re a rae war-dro Lok Maze[25]. E brezhoneg e vez lidet oferenn-bardon ar chapel.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Hamon, Thierry. Le statut juridique des routoirs en Bretagne de l’Ancien Régime au XIXe siècle – Du lin à la toile. In : Martin, Jean ha Pellerin, Yvon (renerien). Du lin à la toile – La proto-industrie textile en Bretagne. Rennes : Presses universitaires de Rennes, 2008 , pp. 65-91 (ISBN 978-2-7535-0560-5)
  1. ↑ (fr) Plabennec. Saïg Jestin, une vie au service de l'environnement et de la langue bretonne, Ouest-France, 05/12/2024.
  2. ↑ (fr) Prix Nobel de la Bretagne : voici les noms de ceux qui seront distingués, Maxime Tuberville, actu.fr, 23/09/2024.
  3. ↑ (fr) Les colliers de l'Hermine 2024, Philippe Argouarch, Agence Bretagne Presse, 19/09/2024.
  4. ↑ (fr) Hermines 2024. Saig Jestin, Plus de 50 ans au chevet des talus, André le Moustarder, Institut culturel de Bretagne , 2024.
  5. ↑ (fr) Comme Irène Frachon, qui sont les nouveaux « herminés », cette Légion d’honneur bretonne ?, Laura Daniel, Ouest-France, 05/10/2024
  6. ↑ (fr) La Roche-Jaudy : l’ancien maire de Pouldouran distingué du Collier de l’Hermine, Le Télégramme, 10/10/2014.
  7. ↑ (fr) Il a rallié Compostelle depuis Beauport en 45 jours de marche, Ouest-France, 28/08/2014.
  8. ↑ (fr) Un salon du livre et du patrimoine local dimanche à Plabennec, avec une conférence sur les talus par Saïg Jestin, Le Télégramme, 26/03/2025.
  9. ↑ (fr) Le maire Fanch Jestin « laisse la place à un jeune », Ouest-France, 15/11/2013.
  10. ↑ (fr) Art des talus. À l'école de Saïg Jestin, Le Télégramme, 05/12/2014.
  11. ↑ Saig Jestin, Skol ar c’hleuzioù - A l’école des talus, 1994, 33p, Embannet e-unan, Moullet : Cloître, Sant-Tonan
  12. ↑ (fr) Plabennec. Saïg Jestin, ardent défenseur des talus, Ouest-France, 29/03/2025.
  13. ↑ (fr) Au manoir de Kermorus, Saïg fait revivre les talus, Ouest-France, 10/10/2015.
  14. ↑ (br) (fr) Saig Jestin Medisin ar c’hleuzioù (médecin des talus), teulfilm, 11’43, e brezhoneg istitlet e galleg, FR3 Bretagne, 26/09/2020.
  15. ↑ An teulfilm war YouTube
  16. ↑ (fr) Valentin Fabre à l’école des talus murs au manoir de Kermorus, à Saint-Pol-de-Léon, Le Télégramme, 26/01/2023.
  17. ↑ (fr) Skol ar C’hleuzioù partage ses connaissances et son savoir-faire, Ouest-France, 29/11/2018
  18. ↑ (br) Poltred. Saig Jestin, medisin ar c’hleuzioù, Manon Deniau, Bretons, 25/11/2024.
  19. ↑ (fr) « Avec le patrimoine, il y a toujours à faire » : depuis treize ans, ce Breton restaure un manoir, Ouest-France, 20/05/2023.
  20. ↑ Hamon 2008.
  21. ↑ (fr) À La Roche-Jaudy, il apprend à rénover des routoirs, Le Télégramme, 01/12/2022.
  22. ↑ (fr) À Trédarzec, les routoirs sont restaurés en breton !, Le Télégramme, 03/12/2024.
  23. ↑ (fr) Dans le Trégor, 21 routoirs à lin et toute une histoire à découvrir sur un circuit pédestre de 12 km, Ouest-France, 11/06/2024.
  24. ↑ (fr) Retour de session / Ouverture de la truite, trois générations de pêcheurs au bord de l'eau, Paul Duval, peche.com, 15/03/2023.
  25. ↑ Le mariage du breton et de l’écologie dans une petite chapelle, Le Télégramme, 04 & 05/04/1981, p. 12.