Sac'h plastik

Eus Wikipedia


Seier-plastik en ur stal e Luksembourg. Skrivet eo e galleg hag e luksembourgeg: "Satordellik ! Chomet ma sac'h-endro ganin er gêr !"

Ar sach plastik zo ur sac'h a vez roet, gwerzhet, prestet, kinniget, gant an holl varc'hadourien d'ar brenerien da zougen o frenadennoù. Graet eo ar seier plastik gant polietilen aozet gant kimiezh an eoul-maen. Ouzhpenn ar seier plastik-se avat a zo, hag e plastik ivez e vez ar seier-lastez.

E Breizh e vez roet seier plastik peurvuiañ e ti ar gigerien, gant marc'hadourien pesked, hag er stalioù bras. Er stalioù bihan hag er marc'hadoù, pa ne soñjer ket goulenn a-raok chom hep lakaat ar varc'hadourezh en ur sac'h plastik en em gaver gant bara pe tomatez paket en ur sac'h plastik (a-wechoù e-barzh daou) gwall alies.


Dañjerus d'ar vugale ha loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù e klasker sachañ evezh an dud war dañjerioù zo.

Bep an amzer e vez degaset da soñj d'an dud eo gwelloc'h chom lezel ar vugale da c'hoari gant seurt seier. Techet e vezont da lakaat anezho war o fenn, ha mouget ez eus bet lod evel-se.
Skañv eo ar seier plastik, mont a reont gant an avel, kavet e vezont e pep lec'h, war ar maez, er menezioù, er morioù. Dañjerus int d'al loened ivez: debret e vezont gant ar saout hag an deñved er parkeier, gant pesked ha baoted er mor, ha mouget e vezont ganto ivez.

Saotradur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'a ket ar seier plastik da get o-unan goude ma'z int bet implijet, ha hirbad int. Ur gwallgudenn eo deuet da vezañ. E Korsika ez eus bet klasket lakaat berz warne.


Plastik naturel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danvezioù nevez zo e-lec'h ar polietilen ha ne noazont ket ouzh an endro.

Dastumerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud zo a vourr dastum ar seier plastik, hag e Toulon, e Bro-C'hall, ez eus savet ur c'hevredad anvet Association des Collectionneurs de Sacs Plastique Publicitaires (ACSPP) a ver un dastumad a 24 000 sac'h. Hervez tud ar c'hevredad e vije un draezenn en arvar.