Saadet I Giray

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Saadet I Giray (1492-1538) a oa mab da Mengli I Giray ha breur da Mehmed I Giray. Khan Krimea e voe er XVIvet kantved.

Lakaet e voe war tron ar c'hanat e 1524 e plas e niz Gazi I Giray diwar ziviz ar sultan otoman Süleyman ar Meurdezus.

Goude muntr Gazi Giray e savas e vreudeur ouzh ar c'han nevez anvet. Emglev a rejont gant ar Rusianed ha reuz a renas e khanat Krimea e-pad un nebeud bloavezhioù. An trec'h a yeas gant mibien Mehmed Giray e 1532 ha skarzhet Saadet Giray a glaskas repu en Istanbul ma chomas betek e varv e 1538.


En e raok:
Gazi I Giray
Khan Krimea
thum
15241532
War e lerc'h:
İslam I Giray