Mont d’an endalc’had

SZA

Eus Wikipedia
SZA
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSolána Imani Rowe Kemmañ
Anv ganedigezhSolána Imani Rowe Kemmañ
Anv-bihanSolána, Imani Kemmañ
Anv-familhRowe Kemmañ
LesanvSZA Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Du 1989 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSt. Louis Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetAfrican American English, saozneg Kemmañ
Micherkaner, sonaozer, sonaozour, kaner-sonaozer, saver komzoù Kemmañ
Tachenn laboursonerezh, kanañ Kemmañ
Bet war ar studi eColumbia High School Kemmañ
Deroù ar prantad labour2011 Kemmañ
Relijion pe kredennIslam Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ
PladennrolladurSZA discography Kemmañ
Oberenn heverkOne of Them Days Kemmañ
Tachenncontemporary R&B, alternative R&B, neo soul, sonerezh pop, Hip hop Kemmañ
Label sonerezhTop Dawg Entertainment, RCA Records Kemmañ
Bet kinniget evitGrammy Award for Best New Artist, Academy Award for Best Original Song Kemmañ
Roll elfennoùQ121345236 Kemmañ

SZA (distaget [ˈsɪzə] e saozneg), eus he anv gwir Solána Imani Rowe, a zo ur ganerez, kompozerez ha skrivagnerez R&B stadunanat. Ganet eo d’an 8 a viz Du 1989 e St. Louis (Missouri). An anv-leurenn SZA en deus ur gwir ster : an S a dalvez souveren pe salver, Z a dalv Zig-Zag (= anaoudegezh, furnez), hag an A a dalvez Allah.

Kresket eo Solána e Maplewood, e stad New Jersey. He zud a zo afro-amerikan. He zad a zo anvet Abdul, muzulman ha produer eo er chadenn CNN. He mamm a zo anvet Audrey, kristen eo ha sternerez e AT&T, servij pellgomz brasañ SUA.

Desavet eo bet er feiz muzulman : goude ar skol ez ae d'ur skol prientiñ muzulman, met goude gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 he deus dibabet paouez gwiskañ he hijab abalamour da evezhiadennoù drouk a-berzh he c'hamaladed. Kendalc’het he deus da bleustriñ an Islam. Mont a rae ivez d’ar Sunday School, un ensavadur deskadurezh evit ar vugale diwar ar relijion kristen.

Skoliataet eo bet e Columbia High School, e-lec’h e oa kroget d’ober sport, dreist-holl jimnastik (embregerezh korf), cheerleading ha dañs. E-pad he eil bloavezh lise eo bet rummet e-touesk gwellañ jiminasted ar Stadoù-Unanet.

Goude bezañ bet tapet he diplom e 2008 eo aet Solána da studiañ ar biologiezh-mor en Delaware State University. Paouezet he deus e-pad he c’hwec’hmiziad diwezhañ evit ober meur a vicher vihan, a-benn gounid arc’hant ha gallout en em greizenniñ war e sonerezh. Ne oa ket ur mare aes eviti, alies e eve alkool, e vutune hag e kouske e-pad an devezh, dre ma e laboure e ostalerioù ha kluboù.

Deroù er sonerezh hag EPoù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2011 he deus kejet evit ar wech kentañ gant izili al label Top Dawg Entertainment (TDE) dre e amourous, a oa ur sponsor eus ur sonadeg e-lec’h e oa Kendrick Lamar, ur raper stadunanat mil-anavezet hiziv an deiz, o kanañ. Kanaouennoù kozh SZA, bet enrollet gant he mignoned hag oc'h implijout sonerezh o tont eus internet, a zo bet kaset da brezidant al label, Terrence Henderson, a zo bet plijet kalz gante.

D’an 29 a viz Here 2012 he deus embannet SZA he-unan he EP kentañ, anvet See.SZA.Run. Resevet mat eo bet an EP er mediaoù, dreist-holl ar c’homzoù.

D’an 10 a viz Ebrel 2013 he deus embannet (he-unan c’hoazh) he eil EP, anvet S. Evezhiadennoù mat zo bet graet diwar e benn ; da skouer eo bet lavaret e veze santet emfiziañs ha breskted ennañ. Embannet e oa bet ur c’hlip evit mont gant an EP, ur video diwar ar ganaouenn pennañ (ar « single ») anvet Ice.Moon.

Chomet e oa SZA e darempred gant Terrence Henderson, prezidant al label Top Dawg Entertainment, ha p'en deus gwelet e oa kroget ganti bezañ anavezet un tamm en deus divizet sinañ anezhi en e label, d’ar 14 a viz Gouere 2013. Kanerez kentañ al label eo neuze SZA, dre ne oa a-raok nemet paotred sinet eno. E miz Here 2013 he deus ambrouget ar strollad Suediz Little Dragon en o zroiad peder sonadeg e Amerika, eus Los Angeles betek New York. E miz Kerzu er memes bloavezh he deus embannet ur ganaouenn nevez, Teen Spirit, hag a zo bet advesket gant ur poz nevez digant 50 cent, hag ur c’hlip video evit mont ganti. E 2014 eo bet klevet SZA war meur a featuring gant kanerien he label, evel Isaiah Rashad pe Schoolboy Q.

Er memes bloavezh he deus embannet he zrede EP, Z, d’an 8 a viz Ebrel, kaset war-raok gant ar ganaouenn Babylon, ur featuring gant Kendrick Lamar, hag ar c’hlip ganti. Penn-kentañ un niver vras a genlabourioù etre an daou e oa. Meur a sonadeg zo bet graet ganti evit brudañ an EP, hag a zo bet rummataet niverenn 39 er Billboard 200, ur renkamant sizhuniek eus an 200 gwerzh albom gwellañ (pep stil sonerezh mesket).

Adalek 2015, pa oa o labourat war he fevare EP anvet A, he deus kroget SZA da skrivañ kanaouennoù evit kanerien all, evel Nicki Minaj, Beyoncé, Travis Scott pe c’hoazh Rihanna gant ar ganaouenn Consideration. Kanet he deus ivez gant Rihanna war ar ganaouenn-mañ, ha memes war-eeun er Brit Awards e 2016, ar pezh en deus sikouret anezhi da vezañ brudetoc’h-brudetañ. Kendalc’het he deus da genlabourat gant mignoned he label, evel Ab-Soul, Schoolboy Q hag Isaiah Rashad. Klevet eo bet ivez e-giz mouezherez drekleur war div ganaouenn tennet eus pladenn Kendrick Lamar, To Pimp a Butterfly, ha war ur featuring all anvet Untitled 04 | 08.14.2014 ivez.

SZA o kanañ e-pad e troiad Ctrl e 2017.

2017 : kenlabourioù hag albom kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-benn ar fin n’he deus morse embannet ar 4e EP, A, an hini a oa sañset klozañ an trilogiezh EP SZA. En e blas he deus embannet he fladenn gentañ, Ctrl (Control) d’an 9 a viz Even 2017, goude bezañ sinet ur gevrat gant RCA Records e miz Ebrel. Diaesamantoù he deus bet gant an albom-mañ, da skouer gant ar fed choaz peseurt kanaouennoù lakaat ennañ, pe c’hoazh dizemglevioù gant he label, ar pezh en deus degaset un dale embannadur bras, ha memes ur c’hoant ganti da baouez gant ar sonerezh.

Ctrl a zo un albom R&B, gant elfennoù jazz, sonerezh alternativel ha rock ennañ. Ar wech-mañ eo bet renket niverenn 3 er Billboard 200, hag ar pemp kanaouenn brudetañ (Drew Barrymore, Love Galore, The Weekend, Broken Clocks ha Garden (Say It Like That)) a zo bet testeniet div wech pladenn blatinenn (pe muioc’h).

Anvet eo bet e-touesk pladennoù gwellañ 2017 gant kazetennoù evel Time, New York Daily News ha Vice.

Etre miz Eost 2017 ha miz C’hwevrer 2018 eo aet SZA d’ober un troiad 50 sonadeg e Norzh Amerika hag Okeania. E-pad ar memes mare he deus ivez kenlabouret gant leun arzourien ha strolladoù, evel Maroon 5, Khalid, Post Malone, Lorde, Mark Ronson, Tame Impala, Cardi B, hag embannet he deus ar ganaouenn Quicksand evit bandenn son an heuliad Insecure krouet gant HBO.

Resevet he deus 5 anvidigezh e Grammy Awards 2018, da skouer Gwellañ Arzourez Nevez, met n’he deus gounezet mann.

E miz Genver er memes bloavezh he deus kenlabouret gant Kendrick Lamar ur wech all war ar ganaouenn All the Stars evit bandenn-son Black Panther, ur film Marvel. Ur berzh eo bet ar ganaouenn, renket niverenn 7 er Billboard Hot 100, ur renkamant sizhunek eus ar 100 ganaouenn selaouet ar muiañ.

2019-2023 : kenlabourioù hag eil albom

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2019 he doa komzet SZA eus he albom da zont, met seblantout a ra e oa bet daleet c’hoazh abalamour da zizemglevioù nevez gant al label TDE hag e brezidant, Terrence Henderson. Er mare-se he doa kenlabouret gant meur a arzour evel Dj Khaled pe Justin Timberlake.

Distroet e oa e-giz kanerez he-unan e miz Gwengolo 2020 gant ar ganaouenn Hit Different, hag e miz Kerzu gant Good Days, a zo bet renket niverenn 9 er Billboard Hot 100. E miz Ebrel 2021 eo bet klevet war ganaouenn Doja Cat Kiss Me More, hag a zo bet ur berzh er bed a-bezh, eus Aostralia betek Lituania. Tapet o deus ar rekord evit ar featuring merc’hed chomet ar pellañ er Hot 100, ha gounezet o deus ar Grammy Award evit ar Gwellañ Ganaouenn e Duo. E fin ar memes bloavezh he deus embannet en un doare ofisiel ar ganaouenn I Hate U goude e vije bet brudet forzh pegement war TikTok.

D’an 9 a viz Even 2022, evit lidañ pempvet deiz-ha-bloazh an albom Ctrl he deus embannet un doare Deluxe, ennañ kanaouennoù nevez.

Goude-se he deus kendalc’het da vrudañ he albom o tont gant kanaouennoù nevez evel Shirt, Blind, Nobody Gets Me, Kill Bill ha Snooze.

D’an 9 a viz Kerzu 2022 e voe embannet he eil albom, SOS, kalz a stiloù sonerezh mesket ennañ evel R&B, rap, rock, pe c’hoazh pop. Chomet eo SOS niverenn 1 er Billboard 200 e-pad 7 sizhunvezh, Kill Bill a zo bet niverenn 1 er Hot 100 ha Snooze a zo chomet er Hot 100 e-pad ar bloavezh 2023. Aet eo SZA d’ober un droiad a 63 sonadeg e Norzhamerika, Europa hag Okeania.

Kendalc’het he deus da genlabourat gant kanerien all evel Lizzo, Drake ha memes merkoù evel Skims.

Eus 2024 betek bremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit brudañ he albom da zont, SOS Deluxe : Lana, eo bet embannet ar ganaouenn Saturn, a zo bet niverenn 10 er Billboard Hot 100 hag en deus gounezet priz ar Gwellañ Ganaouenn R&B er Grammy Awards 2025.

Embannet e voe Lana d’an 20 a viz Kerzu 2024, hag ur berzh eo bet c’hoazh hag adarre.

War an albom ez eus ur featuring gant Kendrick Lamar, 30 for 30, ha war albom Kendrick Lamar (GNX) ez eus 2 featuring gant SZA, Luther ha Gloria. Kanet o deus asambles er Superbowl Halftime Show d’an 9 a viz C’hwevrer 2025, ha mont a reont d’ober un droiad asambles, anvet Grand National Tour, eus miz Ebrel betek miz Eost 2025, e Norzhamerika hag Europa.

C’hoariet he deus SZA evit ar wech kentañ en ur film anvet One of Them Days, skignet er sinema e penn-kentañ 2025.

Engouestl politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komz a ra SZA eus traoù a-bep seurt en he c'hanaouennoù, evel diaesterioù yec’hed psikologel pe darempredel, ha memes sinema, met estreget evit he sonerezh eo anavezet SZA evit he engouestl politikel war sujedoù a bep seurt. Engouestlet eo da skouer evit ar justis sokial hag an endro, gwirioù ar Palestinianed, ar gumuniezh muzulman, a-enep Donald Trump hag ar gouennelouriezh… Sikouret he deus ivez kumuniezhioù bet tizhet gant ar gorvetenn Harvey e 2017 hag ar C’hovid e 2020.