SKS
| SKS | |
|---|---|
Un SKS en Armémuseum (Stockholm) | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Karabinenn damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù |
| Munision | 7,62 × 39 mm M43 |
| Ijiner | Sergei Gavrilovich Simonov |
| Mare krouidigezh | 1941-1944 |
| Produer | Uzin armoù Toula |
| Mare produiñ | 1949 - 1958 (URSS) |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 3,85 kg |
| Hirder (baionetez pleget) | 1.021 mm |
| Hirder ar c'hanol | 521 mm |
| Hed-tenn efedus | 400 m |
| Lusk-tennañ teorikel | 35-40 tenn/mn |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 735 m/s |
| Endalc'h | Karger diabarzh 10 kartouchenn pourveziet dre ur c'hlip |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An SKS (rusianeg : Самозарядный карабин системы Симонова, Samozaryadny karabin sistemy Simonova, "karabinenn damaotomatek reizhiad Simonov") zo ur garabinenn damaotomatek savet en URSS gant Sergei Gavrilovich Simonov er bloavezhioù 1940. Produet e voe e uzin armoù Toula peurgetket.
Deskrivadur hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un arm damaotomatek eo, kambret e 7,62 × 39 mm, dezhañ ur sistem tennata dre amprest gazoù hag un endalc'h 10 kartouchenn. Tresoù a zo gant an arm hag a ra anezhi unan aes da anavezout. Ur c'hleze-fuzuilh zo stag outi da vat hag ur c'harger diabarzh pourveziet dre ur c'hlip, diwar skouer an M1 Garand stadunanat.

An SKS a oa bet produet da gentañ en Unvaniezh Soviedel adalek 1949, met a oa bet ezporzhiet ha savet dindan aotre en estrenvro goude-se, e Sina, Yougoslavia pe RDA da skouer[1]. Sañset e oa kemer plas ar Mosin-Nagant etre daouarn an droadegiezh soviedel, met diamzeriet e oa bet buan a-walc'h pa oa bet pourveziet Nerzhioù lu URSS gant an AK-47 er bloavezhioù 1950. An SKS na oa ket bet krouet evit choaz ar mod-tennañ hag ar c'harger a oa unan dek tenn nemetken. En desped da-se, ar c'harabinennoù SKS a oa bet kendalc'het da vezañ implijet gant Unvezioù an Harzoù Soviedel hag an unvezioù a-eil linenn kement hag an adarmead e-pad meur a zek vloaz[2]. Merkañ a ra ivez deroù implij ar c'hartouchennoù 7,62 × 39 mm en URSS, da lavaret eo munisionoù dezhe ur galloud etre[3]. Ar meizad-mañ, savet diwar ar Sturmgewehr 44 alaman e dibenn an Eil Brezel-bed, a voe heuliet goude er rummad fuzuilhoù-arsailh savet gant Kalachnikov.
-
Doare-sevel ar vaionetez
-
Sistem pourveziañ
-
Un SKS divontet evit ur c'hempenn boas
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) POPENKER Maxim, The Simonov SKS carbine (USSR), Modern Firearms (lennet d'an 22/05/2025)
- ↑ (en) Beckhusen, Robert (14 a viz Meurzh 2021). "Where Russia's SKS Rifle Bested America's Famous M1 Garand", The National Interest.
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 143