SIG Sauer P226
| SIG Sauer P226 | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek SA/DA Stumm daou-ober hekpen (DAO) |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum 7,65 mm Parabellum 9 × 21 mm IMI .357 SIG .40 S&W .22 Long Rifle (stumm Classic 22) |
| Saver | SIG Sauer AG |
| Mare produiñ | Abaoe 1984 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 964 g |
| Hirder | 196 mm |
| Hirder ar c'hanol | 112 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 426 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 15 kartouchenn (stumm orin e 9 × 19 mm) Karger fiñv 10, 15, 17, 18 pe 20 kartouchenn (stummoù e 9 mm) Karger fiñv 10, 12, 13 pe 15 kartouchenn (stummoù .357 SIG ha .40S&W) Karger fiñv 10 kartouchenn (stumm .22 LR) |
| Adstummoù | P228, P229, P224 |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar SIG Sauer P226 zo ur bistolenn damaotomatek savet e deroù ar bloavezhioù 1980 gant an embregerezh suis SIG Sauer. Produet e voe adalek 1984 gant J. P. Sauer & Sohn e Alamagn hag er Stadoù-Unanet[1].
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar bloavezhioù 1970 e klaskas an US Army ur bistolenn nevez evit kemer plas ar Colt M1911. SIG-Sauer a respontas d'ar galv gant ar bistolenn P226, deveret eus ar P220. Un endalc'h bras 15 kartouchenn 9 mm Parabellum he doa. He skoer a c'halle bezañ morailhet, hag ul loc'henn decocking a oa montet war an arm[2]. Ur c'houch reolius e zriv zo war an arm.
Evit abegoù kenwerzhel e voe choazet ar Beretta 92 gant an arme stadunanat, met berzh a reas ar P226 war ar marc'had sivil, ha dibabet e voe memestra gant unvezioù armeoù kalz broioù er bed, en o zouez reoù Kanada, Kolombia, El Salvador, Finland, Zeland-Nevez pe Singapour. Kalz unvezioù polis o deus dibabet ar P226 ivez, er Stadoù-Unanet da skouer.
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou adstumm nes eus ar PP226 a gaver e 9 mm : an eil gant ur blatinenn DAO, hag egile un doare Sport, dezhañ ur riklerez e dir disvergl hag un dornell ispisial e koad kraoñ[3].
Ar P228 (9 mm Parabellum) ha P229 (9 mm Parabellum, .40 S&W ha .357 SIG) zo stummoù bihan (Compact) eus ar P226. Ar P224 eo ar stumm bihan-kenañ (Sub-Compact) anezhi[3]. Kopiennoù dindan aotre zo bet produet e Sina gant Norinco dindan an anvioù NP22, NP34, NP56 hag NP58.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 266
- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.102
- ↑ 3,0 ha 3,1 (fr) HARTINK A. E., L'encyclopédie des pistolets et revolvers, Maxi-Livres, 2004, ISBN 2-7434-4777-X, p. 200-201