SIG SG 540
SIG SG 540 | |
---|---|
![]() Ur fuzuilh-arsailh SIG SG 540 | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Fuzuilh-arsailh (SG 540) Fuzuilh-emgann (SG 542) Karabinenn (SG 543) Tri mod : damaotomatek / tennadeg tri zenn / aotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù |
|
Mare krouidigezh | Bloavezhioù 1970 |
Produerien | Manurhin (![]() INDEP ( ![]() FAMAE ( ![]() |
Mare produiñ | Abaoe 1977 |
Pouez ha muzulioù SG 540 | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,520 kg |
Hirder | 950 mm (lamm dibleget) 733 mm (lamm pleget) |
Hirder ar c'hanol | 460 mm |
Perzhioù all | |
Lusk-tennañ | 650-800 tenn/mn |
Endalc'h | Kargerioù-fiñv 20 pe 30 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar SIG SG 540 zo ur fuzuilh-arsailh ijinet gant an embregerezh suis SIG e kreiz ar bloavezhioù 1970.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1960 e krogas SIG da labourat war ur fuzuilh-arsailh izeloc'h he c'halibr evit ar 7,5 × 55 mm implijet betek-neuze er SIG SG 510 gant arme Suis. Evel ar braz eus an armeoù d'ar poent-se e klaske al lu mont war-zu kartouchennoù dezhe ur c'halibr etre. SIG a savas da gentañ ur pimpatrom arm dezhañ ur wikefre gant rollerioù anvet SG 530-1, met re goustus e oa da broduiñ, ha choazet e vo a-benn ar fin ur sistem morailhañ hag ur piston amprest-gazoù awenet gant hini an AK-47[1][2]. Ganet e oa an SG 540. Kambret e oa e 5,56 × 45 mm. Ur stumm karabinenn berroc'h (SG 543) hag unan e 7,62 × 51 mm (SG 542) a voe kinniget ivez.
Produerezh hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour d'ul lezenn hag a strishae reolennoù ezporzhiañ an armoù-tan eus Suis e 1972 e rankas SIG fiziañ produiñ an arm e embregerezhioù estren. Savet e voe gant an INDEP evit arme Portugal ha gant ar FAMAE evit hini Chile[2].
Un nebeud skouerennoù eus ar stumm SG 543 a voe produet gant Manurhin, e Frañs, ha prenet gant ministrerezh an Diabarzh evit unvezioù ispisial evel ar GIPN, pe implijet etre daouarn soudarded c'hall an RICM en oberadenn Tacaud, en Tchad, adalek 1978. Er memes bloaz e voe kaset tokarnioù glas gall da Liban, en anv ar FINUL. Pourveziet e oant c'hoazh gant fuzuilhoù MAS 49/56 ha pistolennoù-mindrailher MAT 49 a c'hiz kozh, ha buan e voe merzet pegen gwan e oa an armoù-se e-keñver ar re vodernoc'h, AK-47 en o zouez, implijet gant ar soudarded e-tal dezhe. O c'hortoz ar FAMAS a oa o vezañ produet c'hoazh, divizout a reas Ministrerezh an Difenn urzhiañ war ar prim digant Manurhin 2.500 SIG SG 543, dezhe ul lamm plegus, evit kas anezhe d'e soudarded e Liban. Skouerennoù eus an SG 543 a voe produet ivez e Frañs evit ar marc'had sivil hag ar sportoù tennañ, gant kalibroù nann-milourel evit doujañ da lezenn ar mare, evel an .222 Remington evit an SG 540 ha 543, hag an .243 Winchester pe an .300 Savage evit an SG 542[1].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) VALANCE Régis, SIG Manurhin SG 543, Cibles n°658, miz Ebrel 2025, pp. 18-22
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) POPENKER Maxim, SIG 540 / 542 / 543, Modern Firearms (lennet d'ar 25/03/2025)