Mont d’an endalc’had

SIG SG 510

Eus Wikipedia
SIG SG 510
Fass. 57 / Stgw. 57
Skeudenn ar pennad SIG SG 510

Ur fuzuilh-arsailh SIG SG 510
Kinnig
Bro Suis Suis
Doare Fuzuilh-emgann aotomatek/damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil daleet gant rollerioù
Munisionoù 7,5 × 55 mm Swiss (stumm diazez an arme suis)
7,62 × 51 mm NATO
7,62 × 39 mm M43
Ijiner Rudolf Amsler
Produerien SIG Sauer
Waffenfabrik Bern
Mare krouidigezh Bloavezhioù 1950
Mare produiñ 1957 - 1985
Mare implij 1957 - 2012 (arme Suis)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 5,70 kg
Hirder 1.100 mm
Hirder ar c'hanol 609 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 640 m (gant ar c'houch)
800 m (gant al lunedenn)
Tizh mont e-maez ar boledoù 750 m/s
Lusk-tennañ 450 - 600 tenn/mn
Endalc'h Kargerioù-fiñv 6, 20 pe 24 c'hartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A pe B hervez ar stumm

Ar SIG SG 510, anvet ivez Fass. 57 (Fusil d'Assaut 57) ha Stgw. 57 (Sturmgewehr 57) en arme suis, zo ur fuzuilh-emgann ijinet er bloavezhioù 1950 en embregerezh SIG ha produet adalek 1957 gantañ ha gant an embregerezh-stad Waffenfabrik Bern.

Goude an Eil Brezel-bed e fellas da Suis modernaat hec'h armoù ha kaout un arm-skoaz damaotomatek hag aotomatek hag a gemerje plas ar garabinenn K31, ar bistolenn-vindrailher Suomi KP/-31, ar fuzuilh-vindrailher Lmg 25, hag ar fuzuilh-resisted Zfk-55 deveret eus ar K31. Goude bezañ amprouet kartouchennoù etre evel ar 7,92 × 33 mm Kurz alaman e voe choazet chom gant ar 7,5 × 55 mm implijet e fuzuilhoù ar vro abaoe dibenn an XIXvet kantved[1].

Esaeoù gant armoù arnodel a bep seurt a voe kaset, evel an SK 46 pe an AK 53. A-benn ar fin e voe dibabet ur fuzuilh ijinet gant Rudolf Amsler, ijiner en embregerezh suis SIG, er bloavezhioù 1950, ha lakaet da vezañ standart e 1957. Abalamour dezhi bezañ tonket da gemer plas armoù all disheñvel o implijoù e oa pourveziet an SG 510 gant pezhioù a bep seurt : ul lunedenn, ur c'houch plegus tost da hini an FG42 hag a c'halle bezañ implijet diouzh noz, peadra da stagañ ur vaionetez ha da vannañ greunadennoù, un daoubez hag a c'halle bezañ lakaet e penn ar fust pe e penn ar c'hanol[2]. Mont a rae he c'hulasenn en-dro a-drugarez d'ur sistem argil daleet gant rollerioù, evel an HK G3. He loc'henn-adarmiñ a oa heñvel he stumm ouzh hini ar K31, hag un ibil a ziskoueze hag-eñ e oa kambret ar munision pe get. Un dornell a oa da zougen an arm. Ul loc'henn a c'halle bezañ ouzhpennet d'an draen evit gellet tennañ gant manegoù[1].

680.000 skouerenn eus ar SIG 510 a voe produet en holl[2]. Ar SIG 550 a gemeras he flas evel arm standart arme suis adalek 1986, ur bloaz goude e vije paouezet gant produiñ ar SIG 510. Homañ a voe implijet he skouerennoù diwezhañ betek 2012.

Stummoù dezhe kalibroù disheñvel, pe e mod damaotomatek hepken, a voe produet evit ar marc'had sivil, pe evit broioù all [3]:

  • 510-1 : e 7,5 mm Suis, aotomatek, pe damaotomatek evit ar marc'had sivil (8.000 skouerenn produet er bloavezhioù 1980)
  • 510-2 : stumm skañvaet ar 510-1 e 7,5 mm Suis
  • 510-3 : stumm kambret e 7,62 × 39 mm soviedel, savet evit bezañ amprouet e arme Finland e dibenn ar bloavezhioù 1950[1].
  • 510-4 : stumm kambret e 7,62 × 51 mm NATO. Gwerzhet e voe da armeoù Suamerika evel Chile pe Bolivia.

Implijerien ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) POPENKER Maxim, SIG 510 / Stgw.57, Modern Firearms (lennet d'an 13/01/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Stgw. 57, Arme et Passion (lennet d'an 13/01/2025)
  3. (fr) Des SIG Fass57/Stg57 aux versions 510 ?, UFA (lennet d'an 13/01/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan