Mont d’an endalc’had

SIDAM

Eus Wikipedia

Ar SIDAM (Société d'Importation et de Distribution d'Armes et de Munitions, e brezhoneg Kevredigezh Enporzhiañ ha Dasparzhañ Armoù ha Munisionoù) zo unan eus an embregerezhioù enporzhiañ armoù-tan ha dafar evit ar chaseal hag ar sportoù tennañ pouezusañ e Bro-C'hall. Diazezet eo e Vauvert (Gard)[1].

Krouet e voe e 1980 gant Alain Manson, hag a laboure en un embregerezh enporzhiañ armoù all abaoe 1966. Enporzhiañ a ra ouzhpenn 50 merk, en o zouez Colt, CZ, Leupold, Savage, Smith & Wesson, Hatsan, Norinco pe Winchester[2], met an enporzhier nemetañ eo e Frañs evit produioù Sellier & Bellot, Hornady, Magtech ha CBC. Enlinenn eo e gatalog hepken hiziv-an-deiz, ha ne werzh produioù nemet d'an dud a-vicher (armeurerien brevez pe ensavadurioù publik). Abaoe un nebeud bloavezhioù en deus ar SIDAM ur rann «Surentez ha Difenn» hag a labour war-eeun gant an arme hag ar velestradurezh c'hall. Pourveziañ a ra Ministrerezh an Diabarzh ar vro gant kartouchennoù 5,56 mm[3].

Un iskevredad en deus an embregerezh abaoe 2014 e Dison (Belgia), anvet SIDAM Belgique. Enporzhiañ a ra armoù evit ar Beneluks, ha pourvezier nes (Master Distributor) ar merk Smith & Wesson eo evit an Izelvroioù, Spagn, Portugal, Luksembourg ha Bro-C'hall[4]. Dre m'emañ an iskevredad-mañ nepell diouzh Liège, an holl armoù enporzhiet eus ar Stadoù-Unanet evit marc'had Europa a dremen dre eskemmez-amprouiñ ar gêr a-raok bezañ gwerzhet[3].

E 2022 e laboure un 30 den bennak evit ar SIDAM, ha 24 milion a euroioù e oa e gengreadur. Gwerzhañ a ra degadoù a viliadoù a armoù bep bloaz[3].

  1. (fr) STE D'IMPORTATION ET DE DISTRIBUTION D'ARMES ET MUNITIONS (SIDAM), L'Annuaire des Entreprises (lennet d'an 29/07/2025)
  2. (fr) Nos marques war lec'hienn ar SIDAM (lennet d'an 29/07/2025)
  3. 3,0 3,1 ha 3,2 (fr) BIANCHI Didier, SIDAM : nouveaux locaux, nouveau départ !, Cibles n°620, miz C'hwevrer 2022, pp. 30-34
  4. (fr) Lodenn About ar SIDAM war Linkedin (lennet d'an 29/07/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan