SHOT Show
Neuz

Ar SHOT Show (gwreskanv evit "Shooting, Hunting, and Outdoor Trade Show") eo ar saloñs kenwerzhel armoù-tan ha dafar chaseal brasañ er Stadoù-Unanet. Aozet e vez gant an NSSF (National Shooting Sports Federation), un aozadur produerien ha gwerzherien armoù stadunanat, bep miz Genver abaoe 1979[1]. Cheñch a rae e lec'h-degemer bep bloaz, met abaoe 2010 e vez aozet e Las Vegas (Nevada). E 2025 e oa bet war-dro 50.000 perzhiad eus ur 100 bro bennak o kemer perzh ennañ[2]. Digor eo ar saloñs d'an dud a-vicher hepken[3], ha kazetennerien a vez kaset di gant an holl vediaoù a bouez eus bed an armoù, reoù Europa en o zouez. E-touez ar 25 saloñs kenwerzhel brasañ er Stadoù-Unanet emañ, ne vern ar pezh a vez gwerzhet enno[1].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) VALENTINE Matt, The Gun Lobbying Group You Don't Hear About, The Atlantic, 12/09/2013 (lennet d'ar 16/06/2025)
- ↑ (en) Exhibitors war lec'hienn ar SHOT Show (lennet d'ar 16/06/2025)
- ↑ (en) Largest Trade Show of its Kind, NSSF (lennet d'ar 16/06/2025)