SAFN 49
| SAFN 49 | |
|---|---|
Ur fuzuilh-emgann SAFN 49 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh-emgann damaotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston berr e red |
| Munisionoù | .30-06 Springfield 7,92 × 57 mm Mauser 7 × 57 mm Mauser 7,62 × 51 mm 7,65 × 53 mm 7,5 × 54 mm |
| Ijiner | Dieudonné Saive |
| Mare kroudigezh | Bloavezhioù 1930 - 1947 |
| Produer | FN Herstal |
| Mare produiñ | 1948 - 1961 |
| Niver produet | 176.000 |
| Perzhioù teknikel (stumm FAL 50) | |
| Mas (hep kartouchenn) | 4,31 kg |
| Hirder | 1.116 mm |
| Hirder ar c'hanol | 590 mm |
| Hed-tenn | Kouch reoliek eus 100 m betek 1.000 m |
| Endalc'h | Karger diabarzh 10 kartouchenn pourveziet gant laonennoù-kargañ |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
An SAFN 49 (evit Semi-Automatique Fabrique Nationale 1949), anvet ivez FN-49 pe Fabrique Nationale modèle 1949, zo ur fuzuilh-emgann produet gant an embregerezh belgiat FN Herstal etre 1948 ha 1961. Arm-skoaz standart an droadegiezh e voe e arme Belgia hag en un nebeud armeoù all.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An ijinour Dieudonné Saive hag e skipailhoù en FN Herstal a laboure er bloavezhioù 1930 war ur fuzuilh damaotomatek nevez. Prest e oa ar pimpatromoù e 1937, met pa voe aloubet Belgia e 1940 e tec'has kuit an ijinour da vro-Saoz, evel kalz implijidi eus e embregerezh. Stummoù kentañ an arm a oa dezhe ur sistem tennata dre amprest gazoù gant ur piston berr e red, hag ur c'harger 5 kartouchenn. E Bro-Saoz e kendalc'has Saive gant e labour war an arm. E dibenn 1944 e tistroas da Velgia, hag e 1947 e kinnigas frouezh e labour[1]. Asantet e voe gant an arme ha produet adalek 1948.
Stummoù hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kambret e oa ar stumm orin e .30-06 Springfield, ar gartouchenn a veze implijet e M1 Garand an US Army ivez, met soñjet e oa bet an arm evit gellet bezañ cheñchet e galibr aes evit aesaat e ezporzhiañ[1]. E-touez ar c'halibroù hag o implijerien ofisiel e oa[2] :
- .30-06 Springfield :
Belgia ha Kongo belgiat,
Luksembourg,
Indonezia,
Kolombia ha
Brazil - 7,92 × 57 mm Mauser :
Egipt - 7 × 57 mm Mauser :
Venezuela - 7,65 × 53 mm :
Arc'hantina - 7,5 × 54 mm :
Siria - 7,62 × 51 mm :
Brazil
Ur c'hentpatrom e 6,5 × 55 mm a voe savet evit arme Sveden ivez. Ur stumm aotomatek penn-da-benn anavet AFN 49 ha kambret e .30-06 a voe anezhañ ivez.
An SAFN 49 a oa un arm resis ha fiziapl, savet diwar dir a galite, met ker e oa da broduiñ, ha diamzeriet e teuas da vezañ buan a-walc'h, pa gorde gant armoù implijet e-pad an Eil Brezel-bed kentoc'h[3]. An FN FAL, kinniget e 1953, a voe implijet gant arme Belgia d'ar memes koulz, ha muioc'h a verzh a reas war ar marc'had etrebroadel.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) POYER Joe, The Safn-49 Rifle: A Shooters and Collectors Guide, North Cape Publications Inc., 1998, 69 p., ISBN 978-1882391226
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) Maître Luger, SAFN 49 – Le fusil semi-automatique de FN Herstal, Theatrum Belli, 12/02/2022 (lennet d'an 29/06/2025)
- ↑ (fr) FN SAFN, Littlegun (lennet d'an 29/06/2025)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, FN FAL rifle (Fusil Automatique Leger – Light Automatic Rifle, Belgium), Modern Firearms (lennet d'ar 06/12/2024)