Mont d’an endalc’had

Sébastien Lecornu

Eus Wikipedia
Sébastien Lecornu
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSébastien Lecornu Kemmañ
Anv-bihanSébastien Kemmañ
Anv-familhLecornu Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Mez 1986 Kemmañ
Lec'h ganedigezhEaubonne Kemmañ
TadJean-Pierre Lecornu Kemmañ
MammMartine Lecornu Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-Veur Panthéon-Assas, Établissement Saint-Adjutor Kemmañ
Diplom skol-veurFrench university master Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelUnvaniezh evit ul Luskad Poblel, Les Républicains, Renaissance Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.defense.gouv.fr/ministere/sebastien-lecornu-ministre-armees Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://baike.sogou.com/v213936014.htm Kemmañ
E 2024.

Sébastien Lecornu, ganet d'an 11 a viz Even 1986 en Eaubonne (Val-d'Oise), zo un den-a-Stad gall, bet Ministr an Armeoù etre miz Mae 2022 ha miz Gwengolo 2025, ha Ministr Kentañ e vro abaoe 2025.

Anvet eo bet da Gentañ Ministr ar vro d'an 9 a viz Gwengolo 2025[1]. Kinniget en deus roll e vinistred d’ar 5 a viz Here 2025 ha roet en deus e zilez an deiz war-lerc’h abalamour d’un diemglev gant ar Republikaned[2]. Adanvet eo bet Ministr Kentañ d'an 10 a viz Here war-lerc'h[3].

Emezelliñ a reas en UMP pa oa 16 vloaz, ha tost e oa da vBruno Le Maire. Kuitaat a reas ar strollad en nevez-amzer 2017 evit labourat gant Emmanuel Macron hag En Marche ! . E miz Even er memes bloaz e voe anvet da Sekretour Stad e Ministrerezh an Treuzkemm ekologel[4]. Embannet en deus bezañ a-enep an Eured evit an Holl[5], a aotre an heñvelrevidi da zimeziñ asambles, hag aozet en deus predoù kuzh gant Marine Le Pen ha Jordan Bardella e Ministrerezh an Armeoù e miz Ebrel 2025[6].

  1. (fr) HAMITI Ilyana, Sébastien Lecornu nommé Premier ministre par Emmanuel Macron, Le Figaro, 09/09/2025
  2. Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. France Info (6 Here 2025).
  3. (fr) Emmanuel Macron maintient Sébastien Lecornu à Matignon, malgré l’hostilité des partis, Le Monde, 11/10/2025
  4. (fr) BOICHOT Loris, Sébastien Lecornu, l'un des plus jeunes membres d'un gouvernement sous la Ve République, Le Figaro, 22/06/2017
  5. (fr) DECREUSEFOND THOMAS Marlène, Un ambassadeur LGBT+ au gouvernement, l’écran de fumée arc-en-ciel, Libération, 04/08/2022 (lennet d'an 09/09/2025)
  6. (fr) HASSOUX Didier, Le dîner secret de Le Pen et Bardella chez Lecornu, le ministre des Armées, Le Canard Enchaîné, 29/04/2025