Ruth Snyder

Eus Wikipedia
Poltred Ruth Brown Snyder e 1927 e toull-bac'h Sing Sing
Ruth Snyder war ar gador-dredan

Ruth Brown Snyder (Manhattan, New York, 27 a viz Meurzh 1895 - Prizon Sing Sing, Ossining, 12 a viz Genver 1928) a oa un dorfedourez stadunanat. Chomet eo brudet dre ma voe kondaonet d'ar gador-dredan e toull-bac'h Sing Sing evit muntr he gwaz, Albert, ha dre ma voe luc'hskeudennet, filmet hag embannet he lazhadenn.

Lazhadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 12 a viz Genver 1928 e voe lakaet Snyder d'ar marv. Hi eo ar c'hentañ maouez bet lakaet d'ar marv e Sing Sing goude Martha Place war ar gador-dredan e 1899.