Mont d’an endalc’had

Rule of law

Eus Wikipedia
rule of law
doktrin lezennel
Relates to sustainable development goal, target or indicatorTarget 16.3 of the Sustainable Development Goals Kemmañ

Ar Rule of law (e brezhoneg « ren al lezenn » pe « dreistelezh al lezenn ») a vez graet eus ur mennad lezennel saoz a c'haller keñveriañ gant mennad ar Stad a wir. Hervez ar mennad-se, ar gwir zo pouezusoc'h evit n'eo ar galloud politikel. Dre-se eo ret e vije sklaer al lezenn, fonnus ha digor; an hiniennoù ha strolladoù tud a rank kaout aezamant evti ober gant ar justis (evel ur justis eeun, ur justis dizalc'h); hag an ensavadurioù politikel (ar galloud erounit, lezennel ha justis) a rank bezañ suj d'al lezenn[1]. Talvezout a ra ez eo an holl dud hag an holl ensavadurioù da vezañ en ur c'horfad politikel dindan ar memes lezennoù[2][3]. Ar mennad-se zo simplaet a-wechoù gant an droienn "n'eus den a-us d'al lezenn" pe "an holl zo kevatal dirak d'al lezenn". Hervez an Encyclopædia Britannica ez eo "an argerzh, an doareoù d'ober, an ensavadur, an implij pe an norm hag a zo diazez an ingalded evit an holl geodedourien dirak al lezenn, a warez dididegezh ar stumm gouarnamant, hag en un doare ledanoc'h ez int ur gwarez a-enep implij tidek ar galloud"[4].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (2025) "A global, historical rule of law index". Zeitschrift für Vergleichende Politikwissenschaft 19 (2): 175–199. DOI:10.1007/s12286-025-00625-2. ISSN 1865-2654
  2. (2020) "The Rule of Law and the Rule of Men: History, Legacy, Obscurity". Hague Journal on the Rule of Law 12 (3): 511–540. DOI:10.1007/s40803-020-00149-9
  3. Hobson, Charles. The Great Chief Justice: John Marshall and the Rule of Law, p. 57 (University Press of Kansas, 1996): according to John Marshall, "the framers of the Constitution contemplated that instrument as a rule for the government of courts, as well as of the legislature."
  4. rule of law | Definition, Implications, Significance, & Facts | Britannica
    (en)
    .