Mont d’an endalc’had

Ruger Mini-14

Eus Wikipedia
Ruger Mini-14


Ur garabinenn Ruger Mini-14 stumm Government Barrel
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Karabinenn damaotomatek
Fuzuilh-arsailh (stumm AC-556)
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù, piston berr e red
Munisionoù 5,56 × 45 mm NATO (stumm orin)
.222 Remington
.223 Remington
7,62 × 39 mm M43
.300 AAC Blackout
6,8 mm Remington SPC
Produer Sturm, Ruger & Co.
Mare produiñ Abaoe 1973
Perzhioù teknikel
Mas 2,9 kg
Hirder (stumm 5816) 965 mm
Hirder ar c'hanol 330 - 559 mm (etre 13 ha 22 meutad)

Lusk-tennañ 40 tenn/mn
Stumm AC-556 aotomatek : 750 tenn/mn
Tizh mont e-maez ar boledoù 990 m/s
Endalc'h Kargerioù fiñv 5, 10 pe 20 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Mini-14 zo ur rummad karabinennoù damaotomatek (hag aotomatek evit ar stumm AC-556) produet dizehan gant an embregerezh stadunanat Sturm, Ruger & Co. abaoe 1973.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek 1967 e labouras Leroy James Sullivan ha William B. Ruger evit kinnig ur stumm bihanoc'h ha kambret e .223 Remington eus an M14, a oa neuze an arm servij standart en droadegiezh stadunanat[1]. O fal e oa sevel un arm evit ar siviled koulz hag evit an nerzhioù polis[2]. E 1973 e kinnigjont ur garabinenn damaotomatek a oa heñvel he c'hulasenn-dro ouzh hini an M14, met gant ur sistem tennata dre amprest gazoù simplaet. Marc'hadmat e oa (dindan 200$ pa voe lakaet e gwerzh), simpl ha fiziapl. Abalamour da se e voe lesanvet The poor man's AR-15 (AR-15 ar re baour)[1]. Pourveziet eo ar Mini-14 gant kargerioù 5, 10 pe 20 kartouchenn[3].

E 1978 e kinnigas an embregerezh Ruger ur stumm e dir disvergl. Adalek 1982 e werzhas ur stumm anvet Ranch, soñjet evit gellet sevel ul lunedenn warnañ, en ur c'hlask tapout marc'had ar siviled war ar maez. E 1986 e voe kinniget ar Mini-30, ur stumm kambret er c'halibr soviedel 7,62 × 39 mm[2]. E 2025 e oa gwerzhet ar stummoù Ranch kambret e 5,56 mm NATO, Tactical (stummoù berroc'h o c'hanol, ha gant lammoù teleskopek pe plegus evit lod) ha Mini-30 (skrivet Mini-Thirty ivez)[4]. Daou stumm a zo bet savet evit bezañ implijet gant nerzhioù gouarnamantel ar Stadoù-Unanet : ar Mini-14 GB (evit "Government Barrel"), dezhañ ul lamm plegus ha peadra da stagañ ur vaionetez outi, hag an AC-556, a ginnig tri mod tennañ : damaotomatek, tri zenn, hag aotomatek.

Dont a reas ar Mini-14 da vezañ poblek e-mesk al labourerien-douar hag an dud diwar ar maez er Stadoù-Unanet[3]. Implijet e voe ur Mini-14 gant an torfedour Michael Lee Platt a-enep ajanted an FBI da vare ar fuzuilhadeg e Miami e 1986. Galloud-tennañ uhel an arm a c'hoarias ur roll a-bouez e bilañs ar fuzuilhadeg (2 ajant marv ha 5 gloazet), pa oa pourveziet izili an FBI gant revolverioù 6 tenn evit ar braz anezhe. An darvoud-mañ a gendrec'has an nerzhioù polis er Stadoù-Unanet e oa poent dezhe ober gant pistolennoù ha karabinennoù damaotomatek evit gellet respont d'an dennerien e degouezhioù a seurt-se. Kalz servijoù polis er vro a brenas Mini-14 d'o zro goude an afer-mañ.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha 1,1 (en) BUCKLES Vincent, Ruger Mini-14 Rifle History, Shooting Times, 23/06/2022 (lennet d'ar 24/07/2025)
  2. 2,0 ha 2,1 (en) POPENKER Maxim, Ruger Mini-14, Modern Firearms (lennet d'ar 24/07/2025)
  3. 3,0 ha 3,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.166
  4. (en) Pajenn ar Mini-14 war lec'hienn Ruger (lennet d'ar 24/07/2025)
  5. (en) Ruger Mini-14, IMFDB (lennet d'ar 25/07/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan