Rugbi Klub Trinieg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Rugbi Klub Trinieg
Krouidigezh 1912
Livioù Ruz ha du
Stad Stad Lesvières
Kampionad 2016/2017 Federale 3

Rugbi Klub Trinieg zo ur c'hlub rugbi bet krouet e 1912 e [[Trinieg.
Ur c'hlub dibar eo : e-pad pell eo bet ar gêr vihanañ e hanternoz Bro-C'hall o c'hoari e eil rummad ar c'hampionad rugbi. Start-kenañ e veze gounit e stad Lesvières, rak kalet e c'hoarie paotred Trinieg war o zachenn. Evel-just e veze liammet ar spered stourm-se ouzh tro spered tud ar vro, micherourien ha Briveriz anezho.

Brudet eo ar Rugby Club Trignacais er Briver a-bezh. Anat, un houad o deus dibabet da arouez, hag an houidi briverat a vez graet eus ar c'hoarierien.

Stag eo ivez ouzh ar chanterioù e Sant-Nazer. An embregerezh sevel bigi a sikouras ar c'hlub pa voe krouet, hag a-viskoazh eo bet an darn vrasañ eus ar c'hoarierien micherourien diouzh o micher. Splann eo diskouezet al liamm-se war ar rochedoù : gwad ar vicherourien eo al liv ruz, moged al labouradegoù eo al liv du.