Rudra
Rudra (/ˈrʊdrə/; Sañskriteg: रुद्र) zo un doue eus ar Rigveda liammet ouzh an avel pe ar barr-amzer (Vayu)[1],[2] hag an hemolc'hiñ[3]. Troet e vez e anv evel ar C'hrozer. Er Rigveda e vez azeulet Rudra evel ar "ar meurdez e-touez ar veurdezed"[4]. Rudra a dalvez "an hini a ziskoulm ar c'hudennoù adal o gwrizienn". E anv a vez kavet er Shiva Sahasranama, ha R. K. Śarmā a ziskouez e vez arveret an anv da daolennañ Shiva er yezhoù all. Ar meulgan Shri Rudram eus ar Yajurveda a zo gouestlet da Rudrahag zo pouezus er Shivaegezh. En anuvaka Prathama eus Namakam (Taittiriya Samhita 4.5), Sri Rudram Rudra a vez azeulet evel Sadasiva ('ar meurdez shiva') ha Mahadeva. Sadashiva eo an Arc'h-Boud Paramashiva e Mantra Siddhanta er Shivaegezh. Ouzhpenn-se e vez arveret an anv siva meur a wezh en Anuvaka da c'helver Rudra.
Meulganoù Rigvedik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemzek meneg ha tri-ugent eus Rudra a vez kavet en holl Rigveda.
Stummoù Aotroù Rudra
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Rigveda e c'haller kavout gwerzennoù e lec'h ma vez kaoz diwar-benn stumm Rudra. Setu lod anezho:
त्र्यम्बकं यजामहे tryambakaṃ yajāmahe (Mandala 7.59.12) -> Azeuliñ a reomp an hini a zo tri lagad dezhañ.
कपर्दिने kapardine (Mandala 1.114.1) -> Hag a zo blev fuilh
हिरण्यम् इव रोचते hiraṇyam iva rocate (Mandala 1.43.5) -> Skediñ a ra evel an Aour
शुक्र इव सूर्यो śukra iva sūryo (Mandala 1.43.5) -> Skediñ a ra evel an heol
स्थीरेभिरंगै sthīrebhiraṃgai (Mandala 2.33.9) -> Hag a zo izili start gantañ
पुरुरुप pururupa (Mandala 2.33.9) -> Ha stummoù disheñval a c'hall kemer
यजतं विश्वरुपम् yajataṃ viśvarupam (Mandala 2.33.10) -> Hag a zo Vishwarupa (an hollved enkorfet)
येभिः शिवः yebhiḥ śivaḥ (Mandala 10.92.9) -> Hag a zo Shiva (diougan mat)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (1974) The Rigveda, with Dayananda Saraswati's Commentary, Volume 1. Sarvadeshik Arya Pratinidhi Sabha. 717 p. “The third meaning of Rudra is Vayu or air that causes pain to the wicked on the account of their evil actions...... Vayu or air is called Rudra as it makes a person weep causing pain as a result of bad deeds .”
- ↑ C.P. Tiele (2005). Outlines Of The History Of Religion To The Spread Of The Universal Religions. Concept Publishing Company. 113 p. ISBN 978-8172681234.
- ↑ Charles Russell Coulter (4 July 2013). Encyclopedia of Ancient Deities. Routledge. ISBN 978-1135963903.
- ↑ AB Keith. "Yajur Veda", All Four Vedas. Islamic Books. 45 p. GGKEY:K8CQJCCR1AX.