Ruby (pistolenn)
| Ruby | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Anvioù all | Brunswig Cobra Destroyer Gaby Imperial Izarra Jupiter Liberty Lusitania Martian Regina Retolaza Royal Stosel Trust Vesta Vilar |
| Broioù | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek, un-ober |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munisionoù | .32 ACP |
| Produerien | Gabilondo y Urresti Armeria Elgoibaressa Echealasa y Vincinai y Cia Hijos de Angel Echeverria y Cia Iraola Salaverria y Cia. ha reoù all |
| Mare produiñ | 1914 - dibenn ar bloavezhioù 1920 da nebeutañ |
| Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù) | |
| Mas (hep kartouchenn) | 0,875 kg |
| Hirder | 170-210 mm |
| Hirder ar c'hanol | 80-120 mm |
| Perzhioù all | |
| Endalc'h | Karger fiñv 9 c'hartouchenn Stummoù gant 7 pe 8 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Ruby zo ur bistolenn damaotomatek un-ober, dezhi meur a adstumm, produet adalek 1914 gant Gabilondo y Urresti ha degadoù a embregerezhioù euskarat war-lerc'h. Awenet eo gant an FN Model 1903 savet gant John Browning. Implijet e voe e-leizh gant an arme c'hall da vare ar Brezel-bed Kentañ, daoust ne vije ket anavezet james evel arm reoliek en arme-se[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù ar Brezel-bed Kentañ e kreskas buan an niver a soudarded en arme c'hall, hag armoù a vanke evit pourveziañ an holl anezhe. Adalek dibenn miz Kerzu 1914 ha penn-kentañ brezel an trañcheoù e voe goulennet muioc'h-mui armoù-dorn gant ar soudarded, o doa gwelet e oant akomotoc'h evit o fuzuilhoù Lebel pe Berthier pa oa anv da fiñval e trañcheoù an enebourien. Ne c'halle ket bezañ produet a-walc'h a skouerennoù eus ar revolver stumm 1892 reoliek gant ar MAS, setu e troas an arme war-zu produerien armoù all en estrenvro. An embregerezh Gabilondo y Urresti, diazezet e Eibar (Gipuzkoa, Euskadi), a ginnigas d'ar C'hallaoued ur bistolenn damaotomatek 9 tenn, kambret e 7,65 mm Browning, ha kopiet he gwikefre diwar hini an FN Model 1903 produet gant an FN Herstal ha Colt[2].
E miz Mae 1915 e voe sinet ur gevrat etre Frañs ha Gabilondo y Urresti evit produiñ 10.000 skouerenn eus an arm bep miz, ha 30.000 skouerenn adalek miz Eost. Pep pistolenn a ranke bezañ gwerzhet gant tri c'harger. Italia ivez a c'houlennas ivez lakaat produiñ armoù-dorn e Euskadi. Abalamour n'halle ket Gabilondo produiñ kement a armoù e voe eilkevratet un daou-ugent embregerezh bennak eus korn-bro Eibar evit kas al labour da benn, en o zouez Armeria Elgoibaressa,Echealasa y Vincinai y Cia, Hijos de Angel Echeverria y Cia pe Iraola Salaverria y Cia. Pep hini eus an emberegerezhioù a anvas an arm en ur mod disheñvel[3] : e touez an anvioù e kaver Liberty, Izarra (steredenn en euskareg), Lusitania (en enor d'ar vag RMS Lusitania kaset d'ar strad gant an Alamaned d'ar 7 a vie Mae 1915) pe Gaby (stumm berr Gabilondo). Dizingal e voe kalite ar pistolennoù produet abalamour da embregerezhioù zo klask sevel ar muiañ ar gwellañ anezhe en un amzer verr. 968.000 Ruby a voe prenet en holl gant Frañs e-pad ar brezel. Goude 1918 e chome war-dro 580.000 e dalc'h an arme hepken[1].
Goude ar brezel e voe implijet ivez gant ar polis, ar maltouterezh, ha betek ar bloavezhioù 1980 gant ar warded-koad memes[1]. Ar braz eus an emebregerezhioù a bouezas gant produiñ ar bistolenn e dibenn ar brezel, met produet e voe betek mare an Enkadenn Veur c'hoazh.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour d'hec'h implij e brezelioù meur hanterenn gentañ an XXvet kantved e c'haller gwelet ar Ruby e meur a film : etre daouarn Jean-Paul Belmondo e Week-end à Zuydcoote pe Jean Marais e Fantomas (1964). He gwelet a raer ivez er filmoù Lacombe, Lucien (1974), Un long dimanche de fiançailles (2004, etre daouarn Bastoche), Inglorious Basterds (2009, implijet gant Shosanna Dreyfus) pe All quiet on the Western Front (2002), ur film diazezet war al levr Im Westen nicht Neues gant Erich Maria Remarque[4].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) CASANOVA Daniel, Les pistolets 7,65, Crépin-Leblond, 2019, 191 p., ISBN 978-2-7030-0445-5
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Dossier Ruby, Militaria Collec (lennet d'an 09/04/2025)
- ↑ (en) JAMES Gary, The Ruby Pistol, Guns & Ammo, 09/11/2018 (lennet d'an 10/04/2024)
- ↑ Gwelet an databox.
- ↑ (en) Ruby pistol, IMFDB (lennet d'an 10/04/2025)
| |||||||||||||||||||||||