Royal Small Arms Factory

Ar Royal Small Arms Factory, anvet arsanailh Enfield a-wechoù, a oa un arsanailh-Stad perc'hennet gant ar Rouantelezh-Unanet. Digoret e voe e 1816 hag edo e Enfield Lock (e borough Enfield hiziv an deiz), en norzh da Londrez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prenet e voe an tachennoù evit sevel al labouradeg e 1812, war un enezenn baludek etre ar stêr Lea hag ar c'hanol Lee, da vare ar brezelioù a-enep Napoleon. Talvoudus e oa ar stêr hag ar c'hanol tost pa c'halle bezañ savet milinoù warne hag implijet anezhe da gas an armoù produet war vag betek an Tavoez, hag alese d'ar mor. Echuet e voe ar savadurioù e 1816[1]. Royal Armoury Mills e oa anvet al labouradeg da gentañ[2].

Darbet e voe d'an RASF serriñ e 1831, hag izel e chomas e broduerezh betek brezel Krimea (1853-1856), a roas lañs d'an arsanailh en-dro. E 1866 e voe dilezet ar milinoù-dour evit mekanikoù dre vurezh. War-dro 2.400 micherour a laboure eno e 1887. Adalek 1895 e krogjont da broduiñ fuzuilhoù Lee-Enfield evit ar British Army.
Adalek ar Brezel-bed Kentañ e voe an RSAF en e varr. Kreskiñ a reas e obererezh e-pad an Eil Brezel-bed ivez, daoust da labouradegoù all bezañ diorroet pell diouzh Londrez (ROF Fazakerley hag ROF Maltby) evit gwareziñ anezhe diouzh bombezadegoù ar Blitz.
Digreskiñ a reas obererezh ar Royal Small Arms Factory goude 1945 tamm-ha-tamm avat, daoust d'ur c'hreskig abalamour da vrezel Korea[2]. Serret e voe an hanter eus al labouradeg e 1963. Evel arsanailhoù-Stad breizhveuriat all e voe prevesaet e 1984 ha kendeuzet er Royal Ordnance. Serret e voe lec'hienn Enfield e 1988 da vat[1].
Adalek 1998 e voe renevezet ar savadurioù. Ostalerioù zo bet graet enne, hag ur greizenn gouestlet da istor an arsanailh (RSAF Interpretation centre), hag a c'haller gweladenniñ diwar c'houlenn hepken[3].
Armoù produet pe ijinet e Enfield
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E arsanailh Enfield ez eus bet ijinet ha/pe produet armoù brudet evit o implij e-pad an daou vrezel-bed, en o zouez ar fuzuilhoù Lee-Enfield hag ar pistolennoù-mindrailher Bren. Tost an holl anezhe zo ar ger Enfield pe al lizherennoù EN en o anv. En o zouez emañ :
- fuzuilhoù-mousked Pattern 1853 Enfield enne boledoù Minié.
- fuzuilhoù Snider-Enfield (1866).
- fuzuilhoù Martini-Henry (1871-1891).
- revolverioù Enfield (1880-1889).
- fuzuilhoù Martini-Enfield, stumm .303 British ar Martini–Henry (adalek 1895).
- fuzuilhoù Lee-Enfield savet tro-dro da wikefre James Paris Lee. 13 stumm nes a voe produet eus 1895 betek 1957.
- fuzuilh arnodel Pattern 1913 Enfield e .276 Enfield.
- fuzuilhoù Pattern 1914 Enfield.
- revolverioù Enfield No. 2 (1932-1957)
- fuzuilhoù-mindrailher Bren (Brno + Enfield).
- pistolennoù-mindrailher Sten (Shepherd, Turpin + Enfield) (1941-1953).
- Polsten 20 mm, kanolioù enepnijerez (adalek 1944).
- mindrailherezioù arnodel Taden e .280 British (1951).
- fuzuilhoù-arsailh bullpup arnodel EM-1 hag EM-2 (1951) er c'halibr .280.
- kanolioù ADEN 30 mm evit an nijerezed, e servij adalek 1954.
- fuzuilhoù-emgann L1A1 SLR e 7,62 mm NATO deveret eus an FN FAL, e servij adalek 1954.
- fuzuilhoù L42A1, stumm fuzuilh-resisted eus al Lee–Enfield No. 4 kambret e 7,62 mm, e servij adalek 1970.
- pistolenn-vindrailher MCEM 3 (tresoù hepken).
- kanolioù RARDEN 30 mm evit ar c'harbedoù hobregonet skañv (e servij adalek 1971).
- ARWEN 37, ur banner-greunadennoù nebeut-varvus savet evit ar polis.
- fuzuilhoù-arsailh SA80 (L85), adalek 1987.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) PAM David, The Royal Small Arms Factory: Enfield and Its Workers, emembannadur, 1998, 213 p., ISBN 0-9532271-0-3
- 1 2 (en) Royal Small Arms Factory, Open House Festival (lennet d'an 29/12/2025)
- ↑ (en) Royal Smalls Arms Factory, RSA Island Village Centre (lennet d'an 29/12/2025)