Rouantelezh Galiza

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Roue Galiza)
Rouantelezh Galiza en Europa, en Xvet kantved

Rouantelezh Galiza ( e galizeg Reino de Galicia, pe Galiza) zo ur rouantelezh a voe krouet e kornôg Ledenez Iberia hag a badas eus ar Vvet kantved betek 1833.

Sueved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarvezout a rae eus rouantelezh ar Sueved, krouet e 409 gant ar roue Hermerig e proviñs roman Gallaecia, ha Braga e oa ar gêr-benn; honnezh eo ar c'hentañ rouantelezh katolik ofisiel, ha mintañ a rae he moneiz adal 449.

Vizigoted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Vizigoted a renas enni etre 585 ha 711. Gwelet eo evel kalon ar rouantelezhioù kristen savet en hanternoz Ledenez Iberia bep ma'z ae war-raok ar Reconquista. Betek an XIIIvet kantved e oa ar rouantelezh-mañ e-kreiz ar rouantelezhioù kristen. Da-gentañ e voe hec'h-unan, goude e-barzh an hollad Galiza ha León.

En XIIvet kantved e voe gwanaet Rouantelezh Galiza pa voe rannet gant savidigezh ur rouantelezh nevez, rouantelezh Portugal. Kreñvaat a rae Rouantelezh Kastilha, pa ne oa da gentañ nemet ur gontelezh eus Rouantelezh Galiza, ha kreskiñ diwar gounit douaroù tennet digant Al-Andalus, ken na voe enteuzet Galiza e-barzh kurunenn Kastilha. Gant ar Rouaned katolik hag unvaniezh Kastilha hag Aragon e teuas fin an dizalc'hted hogen anv a veze atav eus Rouantelezh Galiza, betek 1833, pan eas da get dindan rejantelezh María Cristina de Borbón, Rouanez Spagn.