Rouantelezhioù Unanet Sveden ha Norvegia
Neuz

Rouantelezhioù Unanet Sveden ha Norvegia, anvet Sveden-Norvegia ivez, a oa un unaniezh personel etre rouantelezh Sveden hag hini Norvegia, hag a badas eus 1814 betek 1905, pa voe divodet en ur mod peoc'hel. An div rouantelezh o doa neuze ar memes roue hag ur politikerezh diavaez boutin. Krouet e voe Sveden-Norvegia diwar brezelioù Napoleon : Norvegia ha Danmark a oa renet neuze gant ur roue hepken hag a-gevret gant an impalaer gall, met goude feur-emglev Kiel (1814), roue Danmark-Norvegia a voe rediet da lezel Norvegia gant Sveden, evit ma vije digollet Sveden eus koll Finland. Karl XIII (1848-1918) e voe roue kentañ an unaniezh.
- Ardamezioù roueel Sveden-Norvegia (1844-1905).
- Banniel sivil Sveden (1844-1905).
- Banniel sivil Norvegia (1844-1905).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Barton, H. Arnold. Sweden and Visions of Norway: Politics and Culture, 1814–1905, SIU Press, 2003.
- (sv) Stråth, Bo, Union och demokrati: de förenade rikena Sverige och Norge 1814–1905, Nya Doxa, 2005, ISBN 91-578-0456-7 (e svedeg).
- (nn) Stråth, Bo, Union og demokrati: Dei sameinte rika Noreg-Sverige 1814–1905, Pax Forlag, 2005, ISBN 82-530-2752-4 (e norvegeg).