Shu Han

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rouantelezh Shu)



Shu Han
Flag
221 – 263 Flag
Location of Shu
Location of Shu
Tachenn Wu ar Reter
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Sinaeg
Gouarnamant Impalaeriezh
Impalaer
 - 221 - 223 Liu Bei
 - 223 - 263 Liu Shan
Istor
 - Krouidigezh 221
 - Aloubet gant Wei 263
Gorread 1 564 116 km2
603 909 sq mi
Poblañs
 - {{{stat_year1}}} est. 940,000 
     stankder Kemennad faziek : dianav eo an arouezenn boentaouiñ ",". /km²  (Kemennad faziek : dianav eo an arouezenn boentaouiñ ",". /sq mi)


Istor Sina
Istor Sina
3 Enorus & 5 Impalaer
Tierniezh Xia
Tierniezh Shang
Zhou
Nevezamzer & Diskar-amzer Zhou ar Reter
Stadoù Brezelour
Tierniezh Qin
Han ar C'hornôg Han
Xin
Tierniezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou)
Republik Sina (Taiwan)


Shu Han (sinaeg 蜀漢), anvet wechoù'zo Rouantelezh Shu a oa unan eus an Teir Rouantelezh o stourm evit aotrouniezh Sina goude diskarr an Dierniezh Han.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad diskarr an Dierniezh Han e kenstrollas Liu Bei ur c'harr d'an impalaer diwezhañ a genstrollas kalz tud ha gant skoazell Zhuge Liang e talc'has proviñsoù Jin ha Yi ha neuze Hanzhong. Aloubet e voe proviñs Jing gant Lü Meng e 219 met gouestl e voe Liu Bei da virout darn vrasañ e dachenn. Pa skrapas Cao Pi an titl ag impalaer e 220, o krouiñ an Cao Wei, en em em embannas Liu bei Impalaer Han. Daoust ma weler anezhañ evel krouer un dierniezh nevez en-doa lâret atao ne oa e riez nemet kendalc'hidigezh hini an Han.

E 222 e krogas an disemglev bras kentañ etre an teir rouantelezh. Argad a reas Liu Bei Wu ar Reter gant 40.000 soudard da adaloubiñ proviñs Jing. Faezhet e voe en emgann Yilling, avat. hag un niver vras eus e soudarded a voe lazhet. Rediet e voe liu Bei da dec'hiñ da Vaidicheng. Da glañv ez eas tu-se ha mervel a reas ur bloavezh diwezhatoc'h. E vab Liu Shan a yeas da roue goudezañ.

Kañseler Shu-Han, Zhuge Liang a sinas ar peoc'h gant Wu rak krediñ a rae e oa pouezusoc'h da aloubiñ Cao Wei hag adsevel an Tierniezh Han. Meur a wech e aloubas an norzh met c'hwitañ a reas pep gwech. E erlerc'hier, Jiang Wei a gendalc'has gant e bolitikerezh met n'en-doe ket muioc'h a berzh.

E 263 e argasas Wei rouantelezh Shu Han. Abalamour da strategiezh ar jeneraled Zhong Hui ha Deng Hai e teujont a-benn da zerc'hel proviñs HAnzhong hag ar gêrbenn Chengdu. En em zaskor da Zhong Hui a reas Jiang Wei hag arnodiñ a reas d'e lakaat d'en em sevel a-enep Deng Hai. C'hwitañ a reas, avat, a lazhet e voe asambles gant an daou jeneral gant o soudarded dezho. Goude-se e voe harluet Liu Shan da Luyoang, kêrbenn Wei, ma rojod titl Duk Anle dezhañ.


中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.