Mont d’an endalc’had

Rothschild & Co

Eus Wikipedia
Rothschild & Co
bank, aozadur
Tachenn obererezhioùfinancial services, activities of head offices Kemmañ
Deiziad krouiñ1838 Kemmañ
Anv ofisielROTHSCHILD & CO Kemmañ
DiazezerNathan Mayer Rothschild Kemmañ
Merour/renerDavid René de Rothschild Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Furm lezennelsociété en commandite par actions Kemmañ
Sez sokialPariz Kemmañ
Produinvestment bank Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.rothschildandco.com Kemmañ

Rothschild & Co SCA zo anv ur bank prevez liesvroadel ha postañ arc'hant, diazezet e Pariz, e Bro-C'hall ha Londrez, er Rouantelezh-Unanet. Bez eo embregerezh pennañ ar strollad bankerezh Rothschild hag a zo meret gant skourroù gall ha saoz eus ar familh Rothschild.

Tachennoù arc'hantel an embregerezh a zo ledan: eus ar bankerezh evit an embregerezhioù, d'ar postañ arc'hant, bankerezh prevez, adaozadur embregerezhioù. Brudet-mat eo ivez evel kuzulier ha prester arc'hant d'ar gouarnamantoù kement ha d'an embregerezhioù bras[1]. Ouzhpenn-se, an embregerezh a bost arc'hant eviti ivez war ar marc'hadoù ti-eskemm.

Skourr kuzuliañ arc'hantel Rothschild a zo brudet evit bezañ hini an noblañsoù breizhveuriat met ivez hini familh roueel Breizh-Veur. Da skouer ar prezidant kozh eus an embregerezh, Sir Evelyn Robert de Rothschild, a oa kuzulier arc'hantel personel ar rouanez Elesbed II, hag hi he doa graet ur marc'heg anezhañ e 1989 evit e servijoù bank hag arc'hantel d'ar gurunenn[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]