Rostec'h
Neuz

Rostec'h (rusianeg : Ростех), anvet ivez Rostec e industriezh an armoù-tan hag anvet gwechall Rostec'hnologii (Ростехнологии), zo ur strollad perc'hennet gant ar Stad rusian, bet savet e 2007, ennañ kantadoù a embregerezhioù hag a brodu, evit al lod brasañ anezhe, armoù ha dafar milourel. E Moskov emañ e sez sokial.
Hervez ar SIPRI e oa er 7vet renk er bed e-touez an embregerezhioù a seurt-se e 2024, gant ur gounidigezh 27,12 miliard a euroioù[1]. E 2022 e implije 450 000 den, ha 55% eus e c'hounidigezh a oa tennet diouzh marc'had an armoù hepken. E-touez an embregerezhioù perc'hennet gant Rostec'h emañ da skouer [2]:
- OAK, anavezet evel United Aircraft Corporation ivez (100 000 implijad) : kirri-nij Suc'hoi, Toupolev, Ilyouchin, Yakovlev ;
- Russian Helicopters (46 000 implijad) : biñsaskelloù Mil ha Kamov ;
- Kalachnikov (6 000 implijad) : armoù-tan hiniennel, dronoù ;
- Kamaz (36 000 implijad) : kirri-samm ha karbedoù dezougen ;
- Ouralvagonzavod (30 000 implijad) : tankoù, karbedoù hobregonet, sistemoù kanolierezh ;
- Russiaboronexport (2 000 implijad) : ajañs karget da verañ ezporzhiadennoù an dafar milourel hag an armoù[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) The SIPRI Top 100 arms-producing and military services companies in the world, 2024, SIPRI (lennet d'an 13/03/2026)
- ↑ (fr) Léo Péria Peigné, Géopolitique de l'armement, Le Cavalier Bleu, 2024, 174 p., ISBN 979-10318-0693-8, pp. 83-85
- ↑ Roadennoù e 2022.