Rosina Ferrara

Eus Wikipedia
Dans Les Oliviers (1878), eoullivadur John Singer Sargent.
Frank Hyde: Rosina Ferrara, war-dro 1880

Rosina Ferrara (1861–1934) a oa un Italianez eus Enez Capri, a zeuas da vout patrom ha muzenn al livour stadunanat John Singer Sargent.

Ganet e oa en Anacapri, kêriadennig eus Enez Capri, en 1861. Ar veajourien ha gweladennerien a deue d'an enez, hag arzourien en o zouez, a vame dirak he c'hened divoas. Patrom e voe da veur a hini hag en o zouez Frank Hyde, Charles Sprague Pearce, ha George Randolph Barse, a zimezas dezhi. Kavet e vez he foltred, dindan anv meur a arzour, e-barzh mirdioù e-leizh.

Kaoz a voe diwar-benn Rosina Ferrara adarre e 2003 da-geñver an diskouezadeg "Sargent's Women" en Adelson Galleries, e New York, hag el levr a voe embannet neuze.

Arz ha sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rosina Ferrara a veze lavaret anezhi, gant arzourien zo, he devoa un dremm e doare Henc'hres, hervez an arz klasel, pe en doare arab. Trevadennerien eus Gres a oa bet e Capri en Henamzer, preizherien arab ivez a oa tremenet, ha roud eus o zremen a oa chomet e-touez o diskennidi.

En XIXvet kantved e terede arzourien eus pevar c'horn Europa, hag eus SUA, da Gapri da estlammiñ dirak kened an enez, hag he fobl. Brudet e oa koantiz merc'hed Capri ha tolead Naplez. Trelatet e oa ar skrivagnerien evel ar Gall Alphonse de Lamartine, a gontas en e levr Graziella e garantez ouzh ur vaouez eus Naplez a laoskas war e lerc'h pa zistroas da Bariz da zimeziñ.

Rosina Ferrara a voe diskoachet gant an arzour gall Edward Vaux, ha patom dezhañ e voe. Neuze e teuas ar Saoz Frank Hyde, a oa deut da weladenniñ Capri da glask an awen, hag a voe bamet gant he c'hened divoas. Livañ a reas un daolenn glasel eus ar vuhez e Capri ma he gweler en he gourvez, gwisket en un toga, hag ur plac'h yaouank all o seniñ feüt en he c'hichen: Rosina eo anv an daolenn

E 1878 e tegouezhas John Singer Sargent en enez, ha klask a rae mennozhioù nevez ha dremmoù eus an dibab hervez e faltazi. Troet e vo kenkent gant kened eneziz, ha dreist-holl gant Rosina goant, plac'h a 17 vloaz, ken troet ma poltredas anezhi daouzek gwech da vihanañ e-pad ar bloavezh a dremenas en Anacapri, evel en taolennoù Dans Les Olivier, Head of an Anacapri Girl, View of Capri, Rosina, a-douez an holl boltredoù a reas Sargent e Capri e 1878.

Poltredoù anezhi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]