Mont d’an endalc’had

Rosalía (kanerez)

Eus Wikipedia

Rosalia Vila Tobella, anavezet evel Rosalía, zo un arzourez katalan bet ganet e Sant Esteve Sesrovires d'ar 25 a viz Gwengolo 1992. Kanerez, sonerez, produerez hag aktourez eo. Gant ar sonerezh hengounel e oa troet pa oa krennardez. E Skol-Uhel ar Sonerezh he deus studiet e Barcelona. Div bladenn he deus savet hag embannet e-kerzh he studioù : Los ángeles (e 2017) gant Raül Refree hag El mal querer (e 2018) gant El Guincho. Meskañ a ra enno tonioù flamenco gant ar sonerezh pop hag hip hop a vremañ. Gant ar ganaouenn Malamente, a oa tennet eus hec'h eil pladenn, e voe sachet brud vat war he labour, e Spagn da gentañ hag er bed-holl da c'houde. Berzh bras a reas e 2019 gant Con altura, ur single mod reggaeton. Unan eus ar c'hanaouennoù selaouet ar muiañ e voe er bloaz-se. E 2022 ec'h embannas Rosalía he zrede fladenn, Motomami hec'h anv, ha kanaouennoù graet diouzh he stil dezhi, a vez anvet « nevez flamenco » gant lod. Ur pevare pladenn, Lux, a zeuas er-maez e 2025. Gwerzhet e voe evel krampouezh, e Spagn hag en Europa dreist-holl.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]