Mont d’an endalc’had

Roque Carrión Martínez

Eus Wikipedia

Roque Carrión, pe Roque Carrión Martínez, anvioù-stourm Icare pe Commandant Icare, bet ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1916 e Kartagena (Spagn) ha marvet d'ar 6 a viz Kerzu 1995 e Lannarstêr (Breizh), a oa ofisour en Aerlu Republikan Spagnol; brudet eo evit bout bet kemeret perzh er Resistañs e Breizh.

Roque Carrión a oa mab da Joseph Carrión ha Maria Martínez.

Kapiten e oa en aerlu spagnol pa darzhas Brezel Spagn e miz Gouere 1936. Chom a reas feal d'ar Republik ha stourm a reas ouzh lu Franco hag ouzh ar soudarded bet kaset d'e skoazellañ gant Hitler ha Mussolini. Repuiñ a reas e Frañs pa voe trec'het ar Republik. Prizoniet e voe e kampoù-bac'h e Gurs, en Argelès hag e Brest 'benn ar fin: bep tro e teuas a-benn da achap kuit.

Trec'het e voe Bro-C'hall gant Alamagn e miz Even 1940: diaesoc'h c'hoazh e voe an traoù evit ar repuidi. Roque Carrion a gavas labour e diazlec'h listri-spluj Kerroman en Oriant dindan an Alamaned. Buan e teuas a-benn da sevel ur rouedad tarverion gant Spagnoled arall. Berzh a reas, ken e voe gwelloc'h gant Roque Carrion tec'hout kuit en-dro.

Laeret e voe ur sammgarr alaman gantañ, e lezel a reas drailhet e plasenn ar C'hoc'hu er Faoued. Mont a reas neuze war-zu strouezeg Ti-Glas e Plourae. En hañv 1944 e oa deut da vout ar C'homandant "Icare" e penn ur strollad 1200 stourmer. Gant Eilvet Kompagnunezh ar Batailhon Koenig (FTP) e tibunas Icare e bourc'h Kergrist-Moeloù d'ar 14 a viz Gouhere 1944 p'edo an Alamaned tost-tre ac'hann e Rostrenenn. Rostrenenn ha Pondivi a voe dieubet gant ar Batailhon Koenig, deut da vout an 11vet Batailhon FFI ag ar Mor-Bihan.

Goude an Eil Brezel-bed e voe sammgarrour ha bleniour-taksi e Lannarstêr. Eno e timezas gant ur plac'h eus ar vro. E miz Eost 1995 e voe roet al Lejion a enor dezhañ. Douaret eo e bered ar C'harrbont e Lannarstêr.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]