Mont d’an endalc’had

Roparzh Broudig

Eus Wikipedia

Roparzh Broudig, Robert Broudic er marilhoù--kêr, ganet d'ar 24 a viz Mae 1920 e Montroulez, eus tu Treger, ha marvet d'ar 15 a viz Genver 1991 e Trebeurden, a oa ur moraer ha pesketaer breton, ur barzh ha skrivagner brezhonek hag un emsaver.

Desavet eo bet e Martinik, met distreiñ a reas da Vreizh war-lerc'h marv e dad pa ne oa nemet 6 vloaz c'hoazh. Studiañ a reas e skolioù-mor ha kregiñ da verdeiñ. Gant an Eil brezel-bed e rank chom er vro hag eno e teskas brezhoneg gant an devezhierien war ar maez. Er bloavezhioù 1950 ez eas evel mestrouer da Vro-Senegal hag Aod-an-Olifant da besketa. Goude e tistroas da Vreizh evit mont da vezañ pesketaer war aodoù Treger. Diazezet eo oa e besketaerezh e Trebeurden. Mont a reas da brezidant ar Crédit maritime. A-drugarez dezhañ e voe roet ger-ardamez kêr Drebeurden : Ar mor eo ma flijadur.

Bet eo bet ezel eus ar Mouvement pour l'Organisation de la Bretagne et de l'Unvaniezh Demokratel Breizh[1].

  • St Paul enez villiget, romant diembann (tapet gantañ eil priz lennegel Breizh e 1942)
  • Gant red an dour, Emgleo Breiz, 1957. Barzhonegoù.
  • En ur ruilhañ bili, Mouladurioù Hor Yezh, 1986
  • Gwrez an trovanoù, Hor Yezh, 1991. Danevell-veaj.

Kenlabourat a reas gant Arvor, Barr-Heol, Al Liamm, Al Lanv

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad : Broudic, Robert..
  • Le Trégor, 10.01.2013, p.10.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]