Romeo ha Julieta (pezh-c'hoari)
| Romeo ha Julieta | |
|---|---|
| Lennegezh | |
| Pezh c'hoari | |
| Skrivet gant | William Shakespeare |
| Skrivet e | 1597 |
| Yezh | Early Modern English |
| Stumm | Trajedienn |
| Arouezennoù | Romeo, Julieta, Paris, Mercutio, Tybalt, the nurse, Rosaline, Benvolio, Friar Laurence |
Ar pezh c'hoari Romeo ha Julieta (titl orin e saozneg :The tragedy of Romeo and Juliet), zo un drajedienn skrivet gant William Shakespeare diwar-benn karantez daou zen yaouank eus familhoù enebet e Italia. E-touez pezhioù-c'hoari brudetañ William Shakespeare e oa e-pad e vuhez hag, asambles gant Hamlet, ez eo unan eus ar re c'hoariet ar muiañ. Hiziv an deiz e vez sellet ouzh an tudennoù evel ouzh karantezourien yaouank arketipel.
Romeo ha Juliet a zo eus un hengoun romantoù tragikel a astenn en-dro d'an henamzer. Diazezet eo an traoù war ur gontadenn italian skrivet gant Matteo Bandello, troet e gwerzenn evel Istor tragikel Romaus ha Juliet (a saozneg : The Tragical History of Romeus and Juliet) gant Arthur Brooke e 1562, hag adkontet e prosez e Palez ar Plijadur (a saozneg : Palace of Pleasure) gant William Painter e 1567. Shakespeare a amprestas kalz eus an daou met astenn a reas an traoù dre sevel un toullad tudennoù skoazell, e Mercutio ha Pariz dreist-holl.
-
Romeo ha Julieta (P. Leroy, 1880)
-
Romeo ha Julieta, taolenn gant Frank Dicksee (1884).
diverradenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoarvezout a ra ar pezh-c'hoari, e Verona. Kregiñ a ra gant un emgann er straedoù etre servijerien Montague ha re Capulet hag a zo, evel ar vistri a servijont, enebourien touet. Ar priñs Escalus eus Verona a gemer perzh hag a embann e vo kastizet gant ar marv ma vefe torret ar peoc'h ur wezh all. Diwezhatoc'h e komz Pariz gant Capulet diwar-benn dimeziñ gant e verc'h Juliet, met goulenn a ra Capulet digant Paris gortoz daou vloaz all hag e ped anezhañ da vont d'ur bal Capulet raktreset. Lady Capulet ha klañvdiourez Juliet a glask kendrec'hiñ Juliet da zegemer karantez Pariz.
Adaozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adaozet eo bet Romeo ha Juliet meur a wech evit al leurenn, film, sonerezh, hag opera.
En XXvet hag en XXIvet kantved eo bet azasaet ar pezh-c'hoari ouzh filmoù gant George Cukor (1936), Franco Zeffirelli (1968), Baz Luhrmann (1996), Carlo Carlei (2013).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Romeo ha Julieta, troet e brezhoneg gant Marsel Klerg, Al Lanv, 2007, 181 p., ISBN 978-2-916745-01-5