Romant polis brezhonek
Ne gaver ket kalz a levrioù el lennegezh vrezhonek, ha ne oa ket gwall ziorroet a-raok an XXvet kantved, hag a c’heller envel romantoù polis pe danevelloù. Ur seurt enklask diskoachañ abegoù torfedoù a gaver enno.
Kentañ danevell pe romantig-kazetenn gant un seurt enklask
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An diou vuntrerez a c’hellfe bezañ bet ar romantig polis brezhoneg kentañ ha savet e oa bet gant Loeiz Mari ar Floc’h hag embannet a-dammoù e-barzh Ar Bobl e 1913 ha 1914.
Un damsell yezhel a zo bet roet gant ar yezhourien, pa oa merzet e cheñch doare komz ar benndudenn, ur verc’h yaouank a zo boas da gomz dre c'hwi d'ur markiz a glask he dimeziñ dre heg. P’eo deuet en he soñj e vuntrañ e krog da vont dre te outañ ken e kred lavarout ar markiz « Al levenez a zo em c'halon oc'h da glevet o komz dre te ouzin, rak an dra ze a zo eur merk a garantez tener ». Ha graet e vo ar muntr ganti a-benn nebeud amzer[1].
Kentañ romant polis e stumm ul levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ur rambreal savet gant Yann-Vari Kerwerc'hez hag embannet e 1943 gant Skridoù Breizh, a zo bet lakaet evel romant polis kentañ e brezhoneg dindan stumm ul levr. P’eo bet adembannet gant Embannadurioù Al Liamm, dilamet eo bet ar bommoù enepyuzhev a gaved er skrid orin.
Romantoù polis savet gant Roparz Hemon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe aet da chom da Zulenn, Roparz Hemon a gavas muioc’h a amzer evit sevel romantoù, en o zouez, div zanevell ha daou romant polis tev, Ar c’horf dindan treid ma zad-kozh (1948), danevell e brezhoneg euun, evit ar re youank, Ar prenestr a oa digor (1952), danevell verr e brezhoneg euun, An Ti a Drizek Siminal (1956), e brezhoneg euun, Diamantoù Keroulaz (1964).
Romantoù polis Yann Gerven
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ levr embannet gant Yann Gerven e voe Brestiz o vresken (1984) a lakaas da c’houzout e oa erruet skrivagnerien yaouankoc’h eget ar Walarniz o doa kendalc’het al luskad Gwalarn en ur genlabourañ gant Al Liamm.