Roman von Ungern-Sternberg
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia |
| Lealded | Impalaeriezh Rusia |
| Anv-bihan | Роман, Roman |
| Anv-familh | Ungern, Sternberg |
| Titl noblañs | Baron |
| Deiziad ganedigezh | 29 Kerzu 1885 |
| Lec'h ganedigezh | Graz |
| Deiziad ar marv | 15 Gwengolo 1921 |
| Lec'h ar marv | Novosibirsk |
| Doare mervel | kastiz ar marv |
| Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
| Tad | Theodor Leonhard Rudolf Frh. von Ungern-Sternberg |
| Mamm | Sophia, Freiin von Wimpffen |
| Familh | Ungern-Sternberg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg, alamaneg |
| Kondaonadur | kastiz ar marv |
| Micher | ofiser, politiker, enepkomunour, Tiern a vrezel |
| Bet war ar studi e | Pavel Military School |
| Relijion pe kredenn | Tibetan Buddhism |
| Grad milourel | letanant jeneral, jeneral |
| Commander of (DEPRECATED) | Asiatic Cavalry Division |
| Brezel | Brezel-bed kentañ, Brezel diabarzh Rusia |
| Skour lu | Lu Impalaeriezh Rusia |
Nikolai Robert Maximilian Freiherr von Ungern-Sternberg (rusianeg : Роман Фёдорович фон Унгерн-Штернберг, Roman Fyodorovich fon Ungern-Shternberg) ganet e Graz d'an 10 a viz Genver 1886 hag aet da Anaon d'ar 15 a viz Gwengolo 1921, brudet ivez evel Roman von Ungern-Sternberg pe Baron Ungern, a oa ur jeneral enepkomunour e-kerzh Brezel diabarzh Rusia ha goude-se un Aotrou brezel e Mongolia o stourm a-enep Sina. A orin eus minorelezh Alamaned ar Mor Baltel en Impalaeriezh Rusia, Ungern a oa ur roueelour strizhmirour hag a oa c'hoant gantañ da adsevel monarkiezh Rusia goude Dispac'h 1917 e Rusia, met ivez da adsevel an Impalaeriezh Vongol dindan renerezh Bogd Khan. Dedennet-tre e oa gant ar voudaegezh Vajrayana ha dre ma rae gant doareoù oristal, feuls alies, ouzh e enebourien kement hag ouzh e soudarded dezhañ e oa bet moanvet "ar Baron Sot" pe "ar Baron gwadus". Gant e sujedoù mongol e veze gwelet e-kerzh e ren evel "Doue ar Brezel".
E miz C'hwevrer 1921 e oa penn Rann-arme aziat ar varc'hegiezh, ha deuet e oa a-benn en un doare dic'hortoz da gas Sinaiz kuit diouzh Mongolia ha da adsevel galloud roueel ar Bogd Khan. E-kerzh ar pemp miz en doa tremenet e Mongolia, Ungern en doa lakaet an urzh da ren er gêr-benn, Ikh Khüree (Ulaanbaatar hiziv), dre implij ar sponterezh, ar gwask ha feulster diroll a-enep ar re gwelet evel e enebourien evel ar Volcheviked, ar yuzevien ha Sinaiz. E miz Even 1921 e oa aet da reter Siberia evit harpañ an nerzhioù enep-komunour ha da ziarbenn aloubadeg al Lu Ruz e Mongolia. An obererezh-se e oa bet an hini a gasas anezhañ d'an traoñ, ha prizoniet e voe daou viz war-lerc'h. Prizoniet gant al Lu Ruz, barnet e voe miz war-lerc'h abalamour d'e "obererezh enep-reveulzi" en Novonikolayevsk (Novosibirsk hiziv-an-deiz). Disklêriet e voe kablus goude ur prosez lu ha fuzuilhet d'ar 15 a viz Gwengolo 1921.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ungern-Sternberg eo an enebour pennañ er c'hoari video Iron Storm.