Romain Gary
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs, Impalaeriezh Rusia, Eil Republik Polonia |
| Anv e yezh-vamm an den | Romain Gary |
| Anv ganedigezh | Roman Kacew |
| Anv-bihan | Roman |
| Anv-familh | Kacew |
| Deiziad ganedigezh | 21 Mae 1914 |
| Lec'h ganedigezh | Vilnius |
| Deiziad ar marv | 2 Kzu 1980 |
| Lec'h ar marv | 7vet arondisamant eus Pariz |
| Doare mervel | emlazh |
| Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
| Tad | Arieh-Leïb Kacew |
| Mamm | Mina Owczyńska |
| Breur pe c'hoar | Joseph Bregsztein, Walentyna Kacew, Pawel Kacew |
| Pried | Lesley Blanch, Jean Seberg, Leïla Chellabi |
| Bugel | Alexandre Diego Gary |
| Yezhoù komzet pe skrivet | poloneg, yideg, rusianeg, saozneg, galleg |
| Bet war ar studi e | Lycée Masséna, Faculté de droit d'Aix-en-Provence, School of the Air and Space, Paris Law Faculty, Paul Cézanne University |
| Lec'h annez | rue du Bac, Vilnius, Nisa |
| Deroù ar prantad labour | 1945 |
| Dibenn ar prantad labour | 1980 |
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Diellaouet gant | Service historique de la Défense - site de Vincennes |
| Oberennoù zo en dastumad | Internationaal Instituut voor Sociale Geschiedenis |
| Deskrivet en URL | https://librarycatalog.usj.edu.lb/cgi-bin/koha/opac-authoritiesdetail.pl?authid=366315 |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Romain Gary, anv-pluenn Roman Kacew, a oa ur skrivagner gall ganet e Vilnius, Lituania, d'an 8 a viz Mae 1914, ha marvet d’an 2 a viz Kerzu 1980 e Pariz.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab ur gabellerez hag ur feurer e oa Romain Gary. Pa oa unnek vloaz ez eas kuit e dad gant ur wreg all. Chomet hec’h-unan, mamm Romain (anvet Mina) a zivizas ober he seizh gwellañ evit he mab. Goude ur prantad e Polonia e errujont e Bro-C’hall e kêr Nisa.
Un den a vil vicher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1935 e teuas da vezañ gall. E-pad an Eil Brezel-bed e voe ur rezistant hag un nijer barrek a-walc’h. Gant Kroaz ar brezel e voe medalennet e 1945, d’ar 14 a viz Gouere. Anvet e voe bet Kompagnun an Dieubidigezh. Medalennet e voe ivez gant al Legion a enor gant Charles de Gaulle. A-drugarez dezhañ e kavas ur post diplomat.
Kregiñ a reas da skrivañ e 1935. Loreet e oa gant ar Priz Goncourt e 1956 evit Les racines du ciel. Touellañ a reas juri ar priz-se pa embannas La vie devant soi dindan al lesanv Emile Ajar, loreet e 1975. En abeg da se eo ar skrivagner nemetañ gounezet ar priz Goncourt div wech gantañ. Dibab a reas un anv kreñv evit e daou anv skrivagner : ar ger « gari» a dalvez dev (ar verb deviñ) e ruseg hag ar ger « ajar » a dalvez regez (daou c'her tro-dro d'an tan).
Skrivet e voe Les Promesses de l’aube gantañ e 1960. Ul levr pouezus e oa evit ar skrivagner. E gwirionez eo ur romant emvuhezskrid hag a gont karantez e vamm, ur pikol karantez vougus : « N’eo ket mat bezañ ken karet, ken abred. Boazioù fall a vez tapet. (…) Gant karantez ur vamm e vez graet ur promesa gant ar vuhez na vo ket dalc’het biken. Ret eo debriñ boued yen war-lerc’h betek fin e vuhez. ».
Soñjal a rae d’e vamm e vefe barrek Romain da vezañ ur skrivagner brudet pe ur c’hannadour, un den-meur dreist-holl. E vuhez pad e klaskas lakaat hunvreoù e vamm evitañ da zont da wir. Ur senarioour hag ur sevener e oa hemañ ivez.
Dimeziñ a reas teir gwech, en o zouez e 1963 gant an aktourez amerikan mil vrudet, Jean Seberg en em lazhas e 1979. En em lazhañ a reas Romain Gary ivez e 1980 gant un tenn pistolenn en e c’houzoug.
Un nebeud levrioù skrivet gant Romain Gary :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L’Orage – 1935
- Éducation européenne – 1945
- Tulipe – 1946
- Sergent Gnama – 1946
- Le Grand Vestiaire – 1949
- Les Couleurs du jour – 1952
- Les Racines du ciel – 1956
- La Promesse de l’aube – 1960
- Johnnie Cœur – 1961
- Lady L. – 1963
- Adieu Gary Cooper – 1965
- Gros-Câlin – 1974
- La Vie devant soi – 1975
- Au-delà de cette limite votre ticket n’est plus valable – 1975
- Les oiseaux vont mourir au Pérou – 1975
- Pseudo – 1976
- Clair de femme – 1977
- L’Angoisse du roi Salomon – 1979
- Vie et mort d’Émile Ajar – 1981