Roll brezelioù-diabarzh Bro-Saoz
Neuz
Brezelioù-diabarzh Bro-Saoz zo un daouzek brezel c’hoarvezet e Bro-Saoz. Pa reer anv eus Brezel diabarzh Bro-Saoz e reer anv eus unan eus ar re ziwezhañ er bajenn-mañ peurlisesañ.
- Emsavadeg 1088 – a c’hoarvezas e Bro-Saoz ha Normandi diwar-benn rannañ an douaroù e Rouantelezh Bro-Saoz hag e Dugelezh Normandi etre daou vab da Gwilherm an Alouber, William Rufus ha Robert Curthose,
- Anarkiezh Bro-Saoz (1135–1154) – ur brezel-diabarzh c’hoarvezet e Bro-Saoz ha Normandi etre 1135 ha 1154 diwar-benn hêrezh ar gurunenn e dibenn ren Herri Iañ Bro-Saoz.
- Emsavadeg 1173–74 – un emsavadeg harpet gant Rouantelezh bro-C'hall a-enep an Impalaeriezh anjevat.
- Brezelioù ar Varoned – tri brezel-diabarzh kaset gant baroned saoz a-enep ar roue:
- Kentañ Brezel ar Varoned (1215–1217) – brezel kaset gant Robert Fitzwalter harpet gant roue bro-C’hall Loeiz VIII, a-enep Yann Dizouar.
- Eil Brezel ar Varoned (1264–1267) – brezel-diabarzh etre baroned kaset gant Simon de Montfort a-enep arme ar Prince Edward (a renas evel Edward Iañ ), en anv Herri III (Bro-Saoz).
- Brezel Despenser (1321–1322) – un emsavadeg baroned a-enep Edward II kaset a-enep mignon ar roue Hugh Despenser.
- Brezel an Div Rozenn (1455–1487) – brezelioù evit kemer kurunenn Bro-Saoz etre harperien meur a diegezh : Tiegezh Plantagenet, Tiegezh York ha Tiegezh Lancaster.
- Brezel-diabarzh Bro-Saoz (1642–1651) – etre harperien ar Barlamantourien ("Roundheads") ha kostezenn ar roue ("Cavaliers") e Rouantelezh bro-Saoz diwar-benn doare ar gouarnamant.
- Kentañ Brezel-diabarzh Bro-Saoz (1642–46) – etre harperien Charlez Iañ ha re ar Parlamant
- Eil Brezel-diabarzh Bro-Saoz (1648–49) – etre harperien Charlez Iañ ha re ar Parlamant
- Trede Brezel-diabarzh Bro-Saoz (1649–51) – etre harperien Charlez II (Bro-Saoz) ha re ar Parlamant.