Mont d’an endalc’had

Roerdalen

Eus Wikipedia
Roerdalen
kumun eus an Izelvroioù
Anv er yezh a orinRoerdalen Kemmañ
Diellaouet gantGemeentearchief Roermond Kemmañ
StadIzelvroioù Kemmañ
E tiriadLimburg Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°9′11″N 6°4′45″E Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmayor of Roerdalen Kemmañ
Penn an aotrouniezhMonique de Boer-Beerta Kemmañ
A zo stok ouzhRoermond, Echt-Susteren, Maasgouw, Niederkrüchten Kemmañ
Kod-post6060–6061, 6063, 6065, 6074–6075, 6077 Kemmañ
Niverenn bellgomz+31 475 538 888 Kemmañ
Postelmailto:info@roerdalen.nl Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.roerdalen.nl/ Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Roerdalen Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of Roerdalen Kemmañ
Roll monumantoùQ2170987, list of war memorials in Roerdalen Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Roerdalen Kemmañ
Map

Roerdalen (distaget ruːrˈdaːlə(n) e nederlandeg, ʀuːʀˈdaːlə e limbourgeg) zo ur gumun izelvroat e proviñs Limbourg. E miz Genver 2021 e oa 20 580 den o chom eno. Stok eo ar gumun ouzh an harzoù gant Alamagn.

Krouet e voe d'ar 1 a viz Genver 1991 dre gendeuziñ kumunioù kozh Melick en Herkenbosch ha Vlodrop. Da gentañ e chomas gant an anv Melick en Herkenbosch. Kemeret e voe an anv Roerdalen da vat e 1993.

Kendeuziñ a reas kumun Roerdalen gant hini Ambt Montfort d'ar 1 a viz Genver 2007. N'eo ket bet kinniget un anv nevez evit ar gumun-nevez-mañ evit poent, ha miret eo bet an anv Roerdalen.

Treuzet eo Roerdalen gant ar Roer.

Kêriadennoù ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Herkenbosch
  • Melick
  • Montfort
  • Posterholt
  • Reutje
  • Sint Odiliënberg
  • Vlodrop

E kerz ar c'hantvedoù tremenet ne voe ket liammoù istorel splann etre Melick ha Vlodrop. E-barzh Gerlder-Uhel e oa Vlodrop, pa oa Melick e-barzh Dugelezh Jülich. Goude e oa Melick ha Herkenbosch e-barzh Prusia e-pad ur mare.

Monumantoù ha savadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Sint Odiliënberg emañ penniliz roman Sent-Wiro-Plechelm-ha-Otger eus an XIvet kantved.

Sevel a ra Skolaj kozh St.Ludwig (Kolleg St.Ludwig), e ti-gar Vlodrop, da 1909.

Meur a gastell pe dismantroù e zo e Roerdalen, evel e kumunioù all Limbourg. Estlammus-tre e oa Kastell Daelenbroeck gwechall. Revezet eo bet ar bolzoù hag ar pourpezioù. E-barzh ar re-mañ emañ ur preti bremañ.

E Montfort, renevezet eo bet dismantroù ar c'hastell evit un darn. Ul lodenn eus defañsoù ar c'hreñvlec'h a zo diazezoù un atant.

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.