David Fernández Ortiz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rodolfo Chikilicuatre)
Rodolfo Chikilicuatre e Belgrad

David Fernández Ortiz, bet ganet d'ar 24 a viz Mezheven 1970 en Igualada, e proviñs Barcelona, a zo un aktour ha fentour spagnol.

Rodolfo Chikilicuatre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2008 e krou an dudenn Rodolfo Chikilicuatre ha gant an dudenn-se e c'hounez en abadenn Salvemos Eurovisión. Mont a ra neuze da ganañ, en anv Bro Spagn, e Kenstrivadeg eurovision ar c'han 2008 e Belgrad (Serbia). Kanañ a reas Baila el Chiki-chiki, ur ganaouenn hag a broduo tabuterezh da-geñver ul lodenn eus ar c'homzoù e-lec'h ma vez meneget anvioù tud brudet (José Luis Zapatero, Hugo Chávez, Juan Carlos). D'ar 24 a viz Mae, e-pad ar gourfenn, ec'h echuo er c'hwezekvet plas, gant pemp poent ha hanter-kant, a-live gant Albania.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.