Kastell ar Roc'h-Ugu

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Roc'h-Ugu)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kastell ar Roc'h-Ugu

Kastell ar Roc'h-Ugu zo ur c’hastell a oa bet savet er XVvet kantved. Emañ war douaroù kumun Pleuzal, e Treger.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c’hastell zo bremañ a oa bet savet e deroù ar XVvet kantved. Moarvat e oa bet ur c’hastell eno kalz a-raok. Kontañ a reer e oa bet savet ar c’hastell kentañ en XIvet kantved gant un aotrou anvet Jagu pe Yagu. Ha distrujet e vije bet e-pad Brezel hêrezh Breizh. Gant an dug Yann V e oa bet aotreet itron Trogindi da adsevel ur c’hastell, a voe kroget e 1405 hag echuet e 1418. Emañ ar savadur e lein ur vri, war ribl kleiz an Trev hag alese e c’haller gwelet mat an draoñienn hag hec’h eveshaat.

Pevar live zo e diabarzh ar savadur ha div viñs. N’eus ket kalz prenestroù war ar voger zo troet ouzh ar stêr. N’eus nemet ar gegin zo chomet mui pe vui er stad ma oa gwechall gozh. E 1930 e oa bet lakaet ar c’hastell da vonumant istorel gant ar stad. E 1958 e oa bet prenet gant departamant Aodoù-an-Arvor ha labourioù bras zo bet graet ennañ abaoe evit e gempenn. Gallout a reer e weladenniñ kenkoulz hag al liorzh zo en-dro dezhañ, hag abadennoù sevenadurel a bep seurt a vez kinniget ennañ.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perc'hennet eo ar c'hastell gant departamant Aodoù-an-Arvor ha n'eus mann ebet e brezhoneg, na skritell ebet gant anv brezhonek ar c'hastell . Liesyezhek, Brezhoneg en o zouez e vez an diskouezadegoù abaoe 2013 koulskoude.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • René Couffon, Le château de la Roche-Jagu, Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, 1968

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.