Robinet Testard
Robinet Testard a oa un enliver oberiant etre 1471 ha 1531 e Poitiers ha Cognac. Ul livour e servij konted Angoulême e oa dreist-holl. A-wechoù e vez graet Mestr Charlez Angoulême anezhañ.
Dornskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]De mulieribus claris
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]De mulieribus claris a zo un dornskrid skrivet hervez oberenn Giovanni Boccaccio, skeudennaouet evit Loeiza Savoia, war-dro 1488-1496[1]. Ennañ e kaver 106 tresadenn vihan eus maouezed brudet, hag ivez ur skeudenn gouestlañ hag ur skeudenn eus an aozer o skrivañ.
Grandes Chroniques de France
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dornskrid anvet Les Grandes Chroniques de France zo ur gronikenn eus ar Grennamzer o kontañ istor rouaned Bro-C'hall e yezh ar vro, hag a reas berzh e lennegezh ar Grennamzer[2]. Dornskrid skeudennaouet evit Yan II Mérichon, letanant-jeneral ar roue e Poitou ha maer Ar Roc'hell er XVvet kantved.
Le livre des échecs amoureux moralisés
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levr an echedoù moralaet en amour zo unan eus an eizh dornskrid chomet eus levr Évrard de Conty, skrivet evit ar gontez Loeiza Savoia etre 1496 ha 1498[3]. Kontañ a ra ar varzhoneg istor un haroz o klask e hent er vuhez. An natur a ginnig dezhañ daou hent posupl : unan diazezet war ar santimantoù, egile war ar poell.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Boccace, Des cleres et nobles femmes, traduction française anonyme [Eus maouezed brudet ha nobl, troidigezh c'hallek dizanv], 1488-1496, Levraoueg Vroadel Frañs (BnF) Departamant an dornskridoù (Fr.599)
- ↑ Maître de Marguerite de Rohan, Grandes Chroniques de France [Kronikoù meur Bro-C'hall], 1471, Levraoueg Vroadel Frañs (BnF) Departamant an dornskridoù (Fr.2609)
- ↑ (en) Kathrin Giogoli, John Block Friedman. 2005, Robinet Testard, Court Illuminator: His Manuscripts and His Debt to the Graphic Arts [Robinet Testard, enliver al lez : e dornskridoù hag e dle d'an arzoù grafek], Journal of the Early Book Society. Volume 8, p. 144-188.
