Roberto Torres (kaner)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Roberto Torres e 2011

Roberto Torres, ganet e 1940 e Güines, zo ur c'haner kuban, aet da chom da SUA. Bet eo e-touez kanerien al laz Sonora Matancera e 1969. Brudet eo evel kaner ar ganaouenn Caballo Viejo (kanaouenn), savet gant Simón Díaz. Perzh a gemeras, gant Arturo Sandoval, Rosendo Rosell, Celia Cruz hag Eloy Crespo er film "Son, la antesala de la salsa", diwar-benn istor ar Son cubano.

Pa oa krennad e kemeras perzh e meur a laz : Conjunto Universal de Malena del Sur hag Orquesta Swing Casino. Evel kalz arzourien e kuitaas an enez e 1959 abalamour da drec'h an dispac'h. Mont a reas da gêr Miami hag ac'hane da Evrog Nevez ma reas e annez. Eno neuze e savas ar Charanga Broadway en 1962, gant ar fleütour kuban Eddy Zervigón hag e vreudeur Rudy ha Kelvin, ha gante e reas eizh albom, entre 1964 ha 1968.

En 1969 ez eas da ganañ er Sonora Matancera, al laz brudetañ e Kuba d'an ampoent, evel lazkaner, ha gante e chomas tri bloaz met n'en devoe ket tro da vout pennganer. War un dro e sonas gant al laz José Antonio Fajardo. En 1972 ec'h enrollas ur bladenn gant al laz Latin Dimension, dindan Mike Martínez, evel pennganer.


E kreiz ar bloavezhioù 1980 e savas ar " La Charanga Vallenata " da seniñ sonerezh vallenata. Hriiv emaén o chom e Miami .

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]