Mont d’an endalc’had

Roberto Grau

Eus Wikipedia
Roberto Grau, Olimpiad Buenos Aires ,1931.
Roberto Grau, Olimpiad Buenos Aires ,1931.
Kentañ skeudenn en nec'h, a-gleiz: Roberto Grau; El Gráfico, Nn 457, d'ar 7 a viz Ebrel 1928.
Kentañ skeudenn en nec'h, a-gleiz: Roberto Grau; El Gráfico, Nn 457, d'ar 7 a viz Ebrel 1928.

Roberto Gabriel Grau (Buenos Aires, Arc'hantina, 18 a viz Meurzh 1900-er memes lec'h, 12 a viz Ebrel 1944) a oa ur c'hoarier echedoù, kazetenner ha skrivagner echedoù arc'hantinat[1].

2 580 eo bet e renk Elo Standard uhelañ, bet tizhet e miz Ebrel 1939[2].

Kevezadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titloù kampion

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trec'h e voe c'hwec'h gwezh:

  • e 1926 war Damián Reca e Buenos Aires, (6-2),
  • e 1927, Damián Reca a nac'has ar match, Grau a chomas kampion[3],
  • e 1928, war Isaías Pleci e Buenos Aires, (4-0), e 1929 e voe c'hoariet ar match[4],
  • e 1934, war Luis Piazzini e Buenos Aires, (7,5-5,5), e 1935 e voe c'hoariet ar match[5],
  • e 1935, war Jacobo Bolbochán e Buenos Aires, (5-3), e 1936 e voe c'hoariet ar match[6],
  • e 1938, war Carlos Guimard e La Plata, (7,5-5,5), e 1939 e voe c'hoariet ar match[7].

Disoc'hoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plaset mat e voe meur a wezh:

  • e 1921 e voe trede-pevarvet war-lerc'h Damián Reca e Buenos Aires,
  • e 1923 e voe eil-trede war-lerc'h Benito Villegas e Buenos Aires,
  • e 1923 e voe eilvet-pevarvet e Buenos Aires, Damián Reca a voe trec'h,
  • e 1924 e voe eilvet war-lerch Richárd Réti,
  • e 1930 e kollas a-enep da Pleci, (3-5), e Buenos Aires,
  • e 1937 e kollas a-enep da Guimard, (2-6), Buenos Aires, Necochea ha Tandil.

Tournamantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E 1921 e voe trec'h e Tournamant Etrebroadel Carrasco (Uruguay).
  • E 1922 e voe trivet en Tournamant Broadel aozet gant Club Argentino de Ajedrez.

C'hoari a reas e skipailh Arc'hantina: [8] :

BloazTablezennNiverenn an OlimpiadBro ha kêrDisoc'h
19241-Bro-C'hall Bro-C'hall Pariz8/13 (+ 6,= 4,- 3)
192711Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz Londrez7/15 (+ 2,= 10,- 3)
19281 (adskipailh)2Izelvroioù Izelvroioù Den Haag9,5/16 (+ 6,= 7,- 3)
1935, miz Eost36Banniel Polonia Polonia Varsovia8/21 (+ 6,= 4,- 9)
1937, mizioù Gouere hag Eost37Banniel Sveden Sveden Stockholm10,5/15 (+ 8,= 5,- 2)
1939, mizioù Gouere hag Eost18Banniel Arc'hantina Arc'hantina Buenos Aires3/9(+ 1,= 4,- 5)[9].

Tratado General de Ajedrez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet e meur a yezh.

  • Tratado General de Ajedrez: Tomo I - Rudimentos
  • Tratado General de Ajedrez: Tomo ll - Estrategia (renombrado como "Táctica" ediciones posteriores)
  • Tratado General de Ajedrez: Tomo III - Conformación de peones
  • Tratado General de Ajedrez: Tomo IV - Estrategia superior

Levrioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Cartilla de ajedrez: elementos necesarios para aprender a jugar al ajedrez sin necesidad de maestro
  • Tattica scacchistica - Grau per il terzo millennio (kenskrivet gant Roberto Messa)
  1. ↑ (es)E fichenn en Argedrez
  2. ↑ (en)Chessmetrics
  3. ↑ (es)El Ajedrez Americano, C'hwevrer 1928
  4. ↑ (es)El Ajedrez Americano, Mae 1929
  5. ↑ (es)El Ajedrez Americano, Gouhere 1935
  6. ↑ (es)El Ajedrez Americano, Gouhere 1936
  7. ↑ (es)El Ajedrez Americano, Mae 1939
  8. ↑ (en)OlimpBase
  9. ↑ (en)OlimpBase :: the encyclopaedia of team chess

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]