Robert Mapplethorpe

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Robert Michael Mapplethorpe, ganet d'ar 4 a viz Du 1946 hag aet da Anaon d'an 9 a viz Meurzh 1989, a oa ul luc'hskeudenner stadunanat brudet mat evit e luc'hskeudennoù e gwenn-ha-du.
Lies e oa tachennoù labour an arzour eus poltredoù tud brudet (evel e gamaladez Patti Smith), paotred ha merc'hed en noazh, hag emboltredoù. Gwallreuz spontus a oa bet tro-dro d'e labour war ar baotred heñvelreizh BDSM e New York City e fin ar bloavezhioù 1960 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1970. Un diskouezadeg gantañ eus e oberennoù e 1989, anvet Robert Mapplethorpe: The Perfect Moment, a oa bet gwelet evel "hudur" betek re, ha deroù ur gaoz e oa bet e Stadoù-Unanet Amerika a-fed implij an arc'hant foran, ha dreist-holl a-zivout strishaat pe get ar frankiz da embann e soñjoù hervez bonreizh ar vro.