Mont d’an endalc’had

Robert Hanssen

Eus Wikipedia
Robert Hanssen
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
LealdedUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert Philip Hanssen Kemmañ
Anv-bihanRobert Kemmañ
Anv-familhHanssen Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Ebr 1944 Kemmañ
Lec'h ganedigezhChicago Kemmañ
Deiziad ar marv5 Mez 2023 Kemmañ
Lec'h ar marvUnited States Penitentiary, Florence ADMAX Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Lec'h bac'hañUnited States Penitentiary, Florence ADMAX Kemmañ
Kondaonet evitspierezh Kemmañ
Micherspier, mole, government agent Kemmañ
Tachenn labourspierezh, ajañs titouriñ Kemmañ
ImplijerFederal Bureau of Investigation Kemmañ
Bet war ar studi eNorthwestern University, Knox College, Kellogg School of Management, William Howard Taft High School Kemmañ
Lec'h labourStadoù-Unanet, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Relijion pe kredennKatoligiezh Kemmañ
Ezel eusPrelature of the Holy Cross and Opus Dei Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.nytimes.com/2023/06/05/us/robert-hanssen-spy-dead.html Kemmañ

Robert Philip Hanssen, ganet d'an 18 a viz Ebrel 1944 hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Even 2023, a oa un ajant eus ar Federal Bureau of Investigation (FBI) stadunanat, ha spier evit URSS ha Rusia goude-se. Spiet en doa war ar Stadoù-Unanet eus 1979 betek 2001. E labour spiañ zo bet deskrivet gant Departamant Justis ar Stadoù-Unanet evel "marteze ar gwashañ gwallreuz spierezh en istor ar Stadoù-Unanet"[1].

E 1979, tri bloaz goude bezañ bet degemeret en FBI, Hanssen a oa tostaet da Zirektorelezh ar spiañ (GRU) evit kinnig e servijoù, ha kroget en doa gant e gentañ kelc'hiad spiañ, a oa padet betek 1981. Adkroget e oa gant obererezhioù spierezh e 1985 betek 1991, paouezet en doa da gas kemennadennoù e-kerzh freuzadenn an URSS, gant aon da vezañ tapet. Hanssen en doa adkroget da spiañ bloaz war-lerc'h ha kendalc'het en doa betek e harzadenn. A-hed e vuhez spier e oa chomet dianav e identelezh wirion d'ar Rusianed.

Harzet e voe Hanssen d'an 18 a viz C'hwevrer 2001, nepell diouzh e di e Virginia. Barnet e voe ha kondaonet 15 gwech d'an toull-bac'h e vuhez-pad. Mervel a reas en toull-bac'h e 2023.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. A Review of FBI Security Programs (Webster Report). Commission for Review of FBI Security Programs. United States Department of Justice (March 2002).