Robb Flynn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Robert Flynn)
Robb Flynn, 2016

Robert "Robb" Flynn eo kaner ha kensaver ar strollad metal Machine Head bet savet e 1992 en Oakland, SUA.

E anv orin eo Lawrence Matthew Cardine met advabet eo bet.

Ur strollad all en deus bet savet, Forbidden e anv (Forbidden Evil er penn-kentañ e gwirionez), etre 1985 ha 1987. 4 c'hanaouenn a savas, "Chalice Of Blood", "Forbidden Evil", "As Good As Dead" hag ul lodenn eus "March Into Fire" met mont a reas kuit a-raok ma voe embannet ar bladenn.

Gant ar strollad thrash metal Vio-lence ez eas, eno e reas anaoudegezh gant Phil Demmel.