Mont d’an endalc’had

Rigolette

Eus Wikipedia
Rigolette
Iskevrennad eusconfectionery Kemmañ
Lec'hNaoned Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ

Ar rigolette pe Rigolette Naoned a zo ur madig graet e Naoned. Ur glorenn sukr poazhet eo, marmeladenn frouezh e-barzh. Boukoc'h eo eget lima Naoned.

Rakstal ar stal ha labouradeg gentañ.

E 1902 e soñjas an ispiser Charles Bohu gwerzhañ madigoù boukoc'h eget limaioù en e stal e niverenn 26 straed ar Marne. Ar madig nevez-se, graet gant ur glorenn sukr gwarniset gant koñfitur frouezh, a voe anvet « rigolette » gantañ, diwar anv e gazez bourdus, tennet eñ eus Rigoletto, anv faourell c'hoarigan Giuseppe Verdi[1].

Ober a reas ar sukraj eliek-se kement ha berzh ken e voe treuzfurmet ar stal en ur goñfizerezh e 1930, gant ur rakstal e mozaik graet gant ar Roazhonad Isidore Odorico, ar pezh a zo e-barzh glad Naoned bremañ[2].

Miret o deus ar rigolettes o stumm orin : ur glorenn fin graet gant sukr, gwarniset gant bouedenn frouezh kleret, ar pezh a zegas un douster bennak[1], brusk ha teuzus war un dro.

Stal a-vremañ ar Rigolettes e Naoned.

Pemp blaz gant bouedenn wir frouezh a zo : ananaz, kastrilhez, suraval, flamboez, mandarin. Met blazioù teuzus nevez a zo : karamel gant amann sall, chokolad pralinet, ha re all eus ar mare.

  • blazioù klasel : suraval, orañjez, kastrilhez
  • chokolad pralinet
  • karamel gant amann sall
  • mouar Logan (20 % bouedenn mouar Logan)
  • blazioù eus ar mare :
    • goañv : per, figez, avaloù, rezin ha kistin
    • hañv : pampel, sivi Plougastell, abrikez, kastrilhez ruz, pechez
Blazioù Mentoù Pouez
Klasel Sac'higoù 250 g, 350 g, 1 kg
Bouestoù 30 g, 230 g, 400 g, 600 g
Chokolad pralinet Sac'higoù 250 g, 350 g, 1 kg
Bouestoù 30 g, 230 g, 400 g
Karamel gant amann sall Sac'higoù 250 g, 350 g, 500 g, 1 kg
Bouestoù 350 g
Blazioù eus ar mare (goañv) Sac'higoù 250 g, 350 g, 500 g, 1 kg
Bouestoù 30 g, 400 g
Blazioù eus ar mare (hañv) Sac'higoù 250 g, 350 g
Mouar Logan Sac'higoù 250 g, 350 g, 500 g
  1. 1 2 LES RIGOLETTES NANTAISES e www.petitfute.com
  2. Catherine Olart, 2009, p.13.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Nantes secret et insolite - les trésors cachés de la cité des ducs gant Catherine Olart, luc'hskeudennoù gant Laurent Allenou, Pariz, Les Beaux Jours/Compagnie parisienne du livre, 2009, miz Ebrel, 176 p., p.8, (ISBN 978-2-35179-040-3).
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.