Ridha Belkadi
Neuz
Ridha Belkadi a zo bet ganet e 1925 e Tuniz ha marvet e miz Kerzu 2012. Ur c'hoarier echedoù tunizian e oa. Mestr FIDE (IM) e teuas da vout e 1974 ha Tredeog Etrebroadel (IA) e 1982. 2 350 e voe e renk Elo kreñvañ a voe e miz Genver 1975.
Olimpiadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoari a reas e skipailh Tunizia en Olimpiadoù[1] :
- e 1960, ouzh an dablezenn gentañ er 14vet Olimpiad e Leipzig (+3, =2, -4),
- e 1962, ouzh an dablezenn gentañ er 15vet Olimpiad e Varna (+8, =5, -4),
- e 1966, ouzh an dablezenn gentañ er 17vet Olimpiad La Habana (+8, =5, -5),
- e 1968, ouzh an dablezenn gentañ en 18vet Olimpiad e Lugano (+8, =5, -5),
- e 1970, ouzh an eilvet tablezenn en 19vet Olimpiad e Siegen (+6, =5, -7),
- e 1972, ouzh an dablezenn gentañ en 20tvet Olimpiad e Skopje (+6, =10, -5),
- e 1974, ouzh an eilvet tablezenn er 21añ Olimpiad e Nisa (+4, =9, -2),
- e 1976 en Olimpiad di-ofisiel e Tripoli[2], e skipailh a dapas ar vedalenn argant,
- e 1978, ouzh an eilvet tablezenn en 23vet Olimpiad e Buenos Aires (+5, =4, -3),
- e 1980, ouzh an eilvet tablezenn er 24vet Olimpiad e Valletta (+2, =4, -4).