Ringo Starr

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Richard Starkey)
Ringo Starr
Ringo Starr e 2013

Anv Richard Starkey
Ganet 7 a viz Gouere 1940
Liverpool
Bro orin Rouantelezh-Unanet
Doare(où) rock, pop
Benveg(où) batiri, taboulinoù
Bloavezhioù oberiant 1957 betek bremañ
Label(ioù) Apple, Parlophone, Capitol, Mercury, Koch, 'Hip-O' (Universal Music Group)

Sir Richard Starkey, anavezetoc'h dindan e anv-senenn Ringo Starr, zo un taboulinour, kaner-sonaozer hag aktour saoz bet ganet d'ar 7 a viz Gouere 1940 e Liverpool.

Ezel koshañ ar Beatles eo o zaboulinour etre 1962 betek o tisrannañ e 1970. Gwelet eo gant meur a soner, en o zouez an tri Beatle all, ha gant ar publik evel unan eus gwellañ taboulinourien istor ar rock. Barrek-kenañ eo o telc'her an tempo hag ijinet en deus ur mod dibar ra ruilhañ ar batiri, ar pezh en deus servijet ur sonerezh kempleshoc'h-kempleshañ, goude ma oa bet isistimet e zoare da seniñ e-pad pell dre ma vanke teknik d'ar sell kentañ.

Klañvidik eo bet a-hed e vugaleaj, ar pezh en deus levezonet un deskadurezh leun a vankoù. E 1957, pa oa tapet Liverpool gant ar sonerezh skiffle e son evel taboulinour en e strollad kentañ, a-raok mont gant Rory Storm and The Hurricanes e 1959. Ganto e teu da gemer al lesanv a zo bet dezhañ da c'houde hag e kemer skiant-prenet. E1962 eo pedet gant ar Beatles, diwar ali George Martin (1926-2016) da erlerc'hiañ Pete Best ha komañs ganto un avañtur a gaso ar strollad d'unan eus berzhioù sonerezh ha kenwerzh pennañ ar sonerezh-pop en XXvet kantved.

Er strollad ez eus bet roet dezhañ da genañ kanaouennoù adaptet ouzh e vouezh, da skouer Yellow Submarine ha With a Little Help from My Friends. Ouzhpenn d'ar batiri e son a-wezhioù binvioù all. Komañs a ra da aozañ kanaouennoù dezhañ ivez, daou anezho embannet en albomoù ar Beatles, Don’t Pass Me By hag Octopus’s Garden. E fazioù-yezh, lesanvet "ringoradurioù" gant John Lennon, zo bet orin titloù kanaouennoù all : A Hard Day’s Night peotramant Tomorrow Never Knows. Hegarat, plijet a ra da izili ar strollad evit e fent hag e spered-jentil. Aktour e teu da vezañ e-barzh e filmoù ar strollad, da skouer e Help! m'eo aktour pennañ.

Goude disrannañ ar Beatles e 1970 e komañs ur prantad-solo gant meur a albom. Lakaat a ra e dro vignon da gemer perzh en e albom Ringo, ha bep an amzer e roont kanaouennoù dezhañ. Goude ur prantad goullo er bloavezhioù 1980, ha kudennoù alkool e tistro e 1989 gant e strollad « All-Starr Band ». Troiadoù a ra gant ar strollad-mañ hag embann a ra albomoù. Dimezet eo bet da gentañ gant Maureen Cox, ganti en deus bet tri bugel, an taboulinour Zak Starkey e 1965, Jason e 1967 ha Lee e 1970. Dimeziñ a ra da c'houde gant ur James Bond Girl, Barbara Bach e 1981, graet anaoudegezh ganti o treiñ ar film Caveman.

Embannet en deus e miz Gwengolo 2021 ur ganaouenn nevez anvet Let's Change the World.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]